Mont d’an endalc’had

Roc'h Diwan

Eus Wikipedia

Ur font debarzhadur eo Roc'h Diwan. Krouet eo bet gant Diwan ha diskleriet e prefeti Penn-ar-Bed d'an 18 a viz C'hwevrer 2010.

Diazezet eo ar fontoù debarzhadur war lezenn ar 4 a viz Eost 2008 (niv 2008-776) evit modernaat an ekonomiezh. Krouet eo bet Roc'h Diwan evit gellout degemer roadennoù ha legadennoù ha bezañ perc'henn war savadurioù evit feurmiñ anezho. Reolennet eo Diwan gant lezenn 1901 ha n'hell na degemer roadennoù na legadennoù a-berzh e harperien ha n'hell ket bezañ perc'henn war tiez ha ne vefent ket ret-groñs evit seveniñ e balioù.

Pal Roc'h Diwan a zo skoazellañ an ezel krouer nemetañ (Diwan) da seveniñ e obererezhioù evit mad an holl : brudañ ha diorren e rouedad kelenn divyezhek dre soubidigezh, laik, digoust ha digor d'an holl.

Krouet eo bet hep termen en amzer hag e sez a zo Z.A Sant-Ernel, BP 147, 29411 Landerne Cedex.

Pemp ezel a gaver er c'huzul-merañ : Patrig Herve, Herve Latimier, Joel Le Baron, Patrick Malrieu ha Loïc Corlouer. Dilennet eo bet Herve Latimier prezidant.