Rien Poortvliet

Eus Wikipedia
Rien Poortvliet

Rien Poortvliet e 1978
Ganedigezh 7 Eost 1932
Schiedam, Izelvroioù Izelvroioù
Broadelezh Izelvroat
Micher Treser, livour, skrivagner
Prantad 1955-1992
Marv 15 Gwengolo 1995
Soest, Izelvroioù

Marius Harm "Rien" Poortvliet (Schiedam (Zuid-Holland), 7 a viz Eost 1932Soest (Utrecht), 15 a viz Gwengolo 1995) a oa un treser hag ul livour izelvroat, ur mestr war an taolenniñ al loened. Brudet e oa ivez evit bezañ aozet skeudennoù al levr « Leven en werken van de Kabouter » ("Buhez hag oberennoù ar c'hornandoned") skrivet gant an Izelvroad Wil Huygen 1922-2009 hag adembannet meur a wech abaoe.
Ur c'honter dre skeudennoù e oa R. Poortvliet : e dresadennoù a gont istorioù drezo o-unan, dibaot a wech e lenner un alc'hwez berr en o c'hichen. Ur skeudennaouer levrioù ne oa ket : diwar e skeudennoù e veze savet skridoù.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab henañ Zacharias Poortvliet, ur plastrer, hag e wreg Cornelia e oa Rien. Petra bennak ma oa yaouank-tre pa ziskouezas bezañ donezonet evit an tresañ ez enebas e dud, protestanted strizh anezho, ouzh e c'hoant da vont da arzour.

Echuet gantañ e studioù eil-derez, ma kejas ouzh e wreg Corrie Bouwman, ez eas da implijer yaouankañ un ti bruderezh kent ober e servij-soudard er Morlu ma skeudennaouas ar mareadeg Alle Hens ("Kement dorn a zo"). Goude-se e kavas labour e skourr ar bruderezh an embregerezh Unilever.
E-kichen tresañ familhoù eürus o tebriñ soubenn pe o skaotañ al listri e skeudennaoue R. Poortvliet levrioù evit ar vugale skrivet gant Jaap ter Haar (1922-1998).

Labour a-walc'h en devoa an skeudennaouer e dibenn ar bloavezhioù 1960 evit bevañ diwar e arz, ha mont da hemolc'hiñ gant e zaoulagad digor-bras : e 1972 e voe embannet e levr kentañ, Jachttekeningen ("Tresadennoù hemolc'h") ma taolenne loened ha gweledvaoù gant tresadennoù ha dourlivadurioù.

Adalek 1976 e skeudennaouas troioù-kaer ar c'hornandoned evit an ti-embann Van Holkema & Warendorf e Bussum (Noord-Holland) ; 61 embannadur eus al levr kentañ zo bet betek-henn. Gant ar c'hornandoned-se e voe brudet Rien Poortvliet er bed a-bezh : troet e meur a yezh e voe al levrioù, ha tresadennoù-bev a voe graet e 1985.

Plijout kenañ a rae oberennoù Rien Poortvliet d'an dud dre vras, daoust da arzvarnourien lavaret e oa an arzour un den pilpous pa daolenne ker brav an natur padal e oa un hemolc'her daonet. Berz a reas an arzour er skinwel pa voe unan eus izili ar c'hoari Ao Vader, Zo Zoon ("Mab e dad eo Kadiou" ; 1978-1982, ur wezh e 1990).

D'ar 15 a viz Gwengolo 1995 e varvas Rien Poortvliet en e 63vet bloaz diwar krign-bev an eskern e Soest, e-kichen e wreg Corrie Bouwman hag o daou vab.

Enorioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er bloaz 1976 e tegemeras R. Poortviet digant daouarn ar priñs Bernhard van Lippe-Biesterfeld (1911-1980) ar Zilveren Anjer ("Jenoflenn Argant") a vez deroet bep bloaz da dud dibar war dachenn ar sevenadur, evit bezañ kemeret perzh e kelenn d'ar vugale doujañ d'an natur dre e levrioù Jachttekeningen (1972), ... de Vossen hebben holen ("... al lern o deus douarennoù") (1973) ha Te hooi en te gras ("Re a foenn ha re a c'heot") (1975).

Er bloaz 1992 e tigoras ar priñs Bernhard ar Rien Poortvliet Museum e ti-kêr kozh Middelharnis (Zuid-Holland) ; freuz-stal a reas ar mirdi e 2006, met digoret e voe a-nevez e miz Gouere 2009 war Enez Tiengemeten e kêr Hoeksche Waard (Zuid-Holland)[1].

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  Un dibab oberennoù eo al listennig-mañ.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. E kumun Korendijk e oa an enez betek 2019 ; Rien Poortvliet Museum Korendijk a lenner c'hoazh war lec'hienn ar mirdi.