Rhys ap Tewdwr
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Kembre |
Anv-bihan | Rhys |
Lec'h ganedigezh | Sir Gaerfyrddin |
Deiziad ar marv | 1093 |
Lec'h ar marv | Aberhonddu |
Tad | Tewdwr Mawr |
Pried | Gladys of Powys |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Micher | monark |
Karg | priñs |
Rhys ap Tewdwr (1078 – 1093) a oa roue Deheubarth hag un ezel eus tierniezh Dinefwr.
Roue e teuas da vezañ goude marv e genderv Rhys ab Owain en un emgann ouzh Caradog ap Gruffydd e 1078. Pa voe aloubet Deheubarth e 1081 gant Caradog ap Gruffydd e voe ret da Rhys mont da repuiñ da Iliz-veur Sant David. Gant Gruffydd ap Cynan, hag a oa o klask adtapout kurunenn Gwynedd, en em gevreas, avat, hag en emgann Mynydd Carn e faezhas Caradog, Trahaearn ap Caradog ha Meilyr ap Rhiwallon en hevelep bloaz.
Dont a reas Gwilherm an Alouber da Zeheubarth d'ober ur birc'hirinded. War a seblant ec'h anavezas galloud Rhys ap Tewdwr pa reas e zisklêriadur a wazoniezh.
E 1088 ec'h argasas Cadwgan ap Bleddyn eus Powys Deheubarth ha rediañ a reas Rhys ap Tewdwr de dec'hout da Iwerzhon. Distreiñ a reas Rhys ap Tewdwr gant ur morlu, avat, ha trec'hiñ a reas war Cadwgan ap Bleddyn, a varvas daou eus e vreudeur, Madog ha Rhiryd, en emgann.
E 1093 e voe ret dezhañ stourm ouzh un emsavidigezh a glaske lakaat Gruffydd, mab Maredudd ab Owain, war dron Deheubarth. Gouest e voe Rhys da drec'hiñ an emsaverien en emgann Llandudoch.
Derc'hel a reas Rhys ap Tewdwr ouzh an Normaned betek 1093, pa voe lazhet e-kichen Brycheinog gant un alouber norman bennak. N'ouzer ket hag-eñ e voe dre drubardiezh pe en un emgann.
Gant Gwladys verch Rhiwallon eus tierniezh Mathrafal e Powys e oa bet dimezet. Daou vab en doa bet: Gruffyd ha Hywel. Rhys a voe roue Deheubarth goude marv e dad, met an darn vrasañ eus e rouantelezh a voe aloubet gant an Normaned. Ne renas nemet war Cantref Mawr.
E verc'h Nest ferch Rhys a oa brudet he c'hened. Dimezet e voe gant Gerald Pembroke hag anvet e vez "Helena Kembre" abalamour ma voe skrapet gant Owain ap Cadwgan, hag e voe pennkaoz d'ur brezel diabarzh.
En e raok: Rhys ab Owain |
Roue Deheubarth ) 1078 - 1093 |
War e lerc'h: Gruffudd ap Rhys |