Republik Soviedel München

Eus Wikipedia
Banniel Republik Soviedel München
Skoed ardamez Republik Soviedel München

Ur Republik Soviedel berrbad e oa Republik Soviedel München (alamaneg: Münchner Räterepublik) bet savet e Bavaria en Alamagn e 1919 e-lec'h Republik Weimar. München e oa kêr-benn ar Republik.

D'ar 7 a viz Du 1918, deiz-ha-bloaz Dispac'h Rusia e voe disklêriet e oa Bavaria ur "Stad Dieub" gant Kurt Eisner, ezel eus Strollad Sokialour Demokratel Dieub Alamagn (USPD). Gant an disklêriadur-se e oa bet lakaet fin da roueelezh an Tiegezh Wittelsbach hag a oa bet o ren war ar vro e-pad hogozik 700 vloaz. Da heul e oa bet anvet Eisner da Vinistr-Prezidant Bavaria. Sevel a reas a-du gant ur "Republik Sokialour", met hep mont war hent ar Volchekived e Rusia ha diklêriañ a reas e vefe gwarezet gwirioù ar perc'hentiezh prevez.

Reiñ a reas Eisner e zilez goude ma oa bet kollet ar mouezhiadegoù gant e strollad ha d'ar 21 a viz C'hwevrer 1919, o vont da'r parlamant evit reiñ e dilez ez-ofisiel, e oa bet lazhet gant un taol-pistolenn gant Anton Graf Arco-Valley, hag a oa bet nac'het outañ dont da vezañ ezel eus ar Gevredigezh Thule war digarez e oa yuzevez e vamm. Lakaet a reas reuz ar gwalldaol-se e Bavaria ha pa oa bet klevet e oa bet trec'h an Dispac'h Soviedel e Hungaria e oa bet roet lañs d'ar gomunourion ha d'an anarkourion da dapout ar galloud.

D'ar 6 a viz Ebrel e oa bet disklêriet ar republik Soviedel, da gentañ penn renet warni gant izili eus USPD evel Ernst Toller ha gant anarkourion evel Erich Mühsam ha Gustav Landauer. Toller, avat, ur barzh anezhañ, ne oa ket ur mailh war ar politikerezh ha ne deuas ket a-benn da lakaat urzh e München.

Dibabet fall e oa bet meur a ezel eus ar gouarnamant ha mont a reas da get a-benn c'hwec'h devezh ha staliet e oa bet ar c'homunour Eugen Levine e penn ar gouarnamant.

Kregiñ a reas Levine da lakaat e pleustr ur politikerezh komunour, evel da skouer kenkizañ ranndioù cheuc'h evit o reiñ d'ar re n'o doa ti ebet ha lakaat al labouradegoù dindan beli al labourerion/ezed. Raktresoù a oa bet savet gantañ ivez evit paouez da implijout bilhedoù-arc'hant ha da adstummañ an deskadurezh met ne oant ket bet lakaet e pleustr.

Nac'hañ a rae Levine kenlabourat gant al Lu ofisiel ha savet e oa bet gantañ ul Lu all anvet al Lu Ruz (Rote Armee) gant Rudolf Egelhofer en e benn, diwar skouer Lu Ruz Rusia Soviedel. Meur a zen dilabour a deuas da gemer perzh el Lu Ruz evit reiñ o skoazell d'ar gouarnamant dispac'hel hag a-benn nebeud e oa 20.000 soudard. Kregiñ a reas ar Warded Ruz da herzel tud a savas a-enep d'an dispac'h ha d'an 29 a viz Ebrel 1919 e oa bet lakaet d'ar marv eizh den tamallet da vezañ spierion evit an tu-dehoù ha lazhet e voe ivez skretourez ar Gevredigezh Thule.

Nebeudig war-lerc'h, d'an 3 a viz Mae 1919, Lu Alamagn (lesanvet "Gwarded Wenn ar Gevalaouriezh" gant ar gomunourion) a oa bet trec'h ouzh ar gomunourion goude un hir a vrezel er straedoù ma varvas en tu-hont da 1.000 den hag a stourmas evit ar difenn ar gouarnamant sokialour. Harzet e oa bet ouzhpenn ur 700 den all ha lakaet d'ar marv gant an arme, en o zouez Levine, bet tamallet evel treitour.

Gwelit ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.