Republik c'hall
Ar Republik c'hall (République française e galleg) eo anv ofisiel Bro-C'hall, he stad hag he renad politikel. An div lizherenn RF eo an arouez ofisiel anezhi.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An anv a Republik c'hall a zo bet roet da veur a renad republikan gall :
- Ar C'hentañ Republik c'hall (1792-1799), e-pad an Dispac'h gall, adalek disklêriadur ar Republik e 1792 betek ma voe diskaret gant ar jeneral Napoleone Buonaparte pa deuas da vout Kentañ Konsul (1799),
- an Eil Republik c'hall (1848-1851) a voe diskaret gant Louis Napoléon Bonaparte,
- an Trede Republik c'hall (1870-1940) a voe diskaret pa voe roet pep galloud da Philippe Pétain gant ar Parlamant gall,
- ar Pevare Republik c'hall (1946-1958) a voe diskaret gant Charles de Gaulle,
- ar Pempvet Republik c'hall savet gant De Gaulle e 1958.
Etre 1940 ha 1944, amzer ac'huberezh an Alamaned, e voe dilezet an anv a Republik c'hall evit kemer hini ar Stad c'hall, a oa ur stad sujet da armeoù an Ahel Roma-Berlin.
Ar pennadurezhioù savet gant Charles de Gaulle en Alger e-pad an Eil Brezel-bed o deus adkemeret al lizherennoù « RF » hag adal Mezheven 1944 an anv « Gouvernement provisoire de la République française ».
Ur C'hwec'hvet Republik c'hall
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kaoz a vez eus ur VIvet Republik c'hall da sevel, a-wechoù, gant politikourien 'zo : Ségolène Royal e 2007 pa oa-hi war ar renk da vout prezidantez, Arnaud Montebourg pa oa war a renk e-barzh e strollad politikel da vezañ dibabet da zanvez-prezidant, pe Eva Joly e 2011, pa oa war ar renk da vout prezidantez. E 2012 avat ne oa ket bet kaoz nemeur a se ken.