Regezer
Iskevrennad eus | cooking appliance |
---|---|
Implij | grilling, barbecue |
Item operated | Ber, grilh |
Source of energy | solid fuel, flammable gas, electrical energy |
A implij | hot |
Ar regezer zo ur benveg poazhañ, implijet en diavaez an aliesañ. Poazhet e vez ar boued gant ur c'hrilh lakaet a-us regez koad pe c'hlaou koad lakaet er regezer. A bep seurt boued a c'haller poazhañ : pesked, legumaj, ha kig dreist-holl. Grilhet e vez ar peurliesañ, an doare buanañ d'e boazhañ, met pellaet e c'hall bezañ eus ar vammenn dommder evit e vogediñ pe e rostañ.
Graet e vez gant ar regezer pa vez tud kouviet er gêr pe d'ur fest bennak, pe pa vezer o kampiñ. Gallout a reer bezañ ar regezer en ul liorzh, en ur park, en natur, en dachenn-gampiñ, hag all.
D'e enaouiñ a c'haller ober gant paper pe ur produ entaner liñvel, e brikennigoù, e gel pe e toaz.
Boued regezet an aliesañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Beriadoù : tammoù kig pe besked ha/pe legumaj piket gant ur berig,
- Silzigoù a bep seurt : chipolata, mergez, chorizo...
- Kig a bep seurt : kig bevin (kostezennoù, etrekostennoù, stekoù, ledspilhennoù, rumsteckoù), kostezennoù ha morzhed oan, kostezennoù moc'h, kig yar...
- Pesked parfet o c'hig, da skouer sardin, brezhell...
- Kresteneged zo : grilh-mor, legestr, chevr...
- Gwadegennoù,
- Legumaj pe traoù a denn dezho : patatez, berjinez, tomatez, skilbebr, kebell-touseg...
- Keuz zo : camembert, munster...
- Marshmallow
Spisoù, hiliennoù hag eoulioù a bep seurt a c'hall bezañ lakaet ouzhpenn.
Ar regezer er bed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar regezer zo ur benveg ordin en un niver bras a vroioù er bed, da skouer :
- e Roumania e vez debret mititei grilhet war ar gratar,
- en Iran ha broioù bet en Unvaniezh Soviedel e tebrer beradigoù kig anvet chachlik,
- e Suafrika eo boas an dud d'en em vodañ dro-tro d'ar braai evit grilhañ kig ha silzig dreist-holl,
- en Amerika a-bezh, anvet ar barbecue (pe BBQ) e saozneg, hag e kastilhaneg ar churrasco, an asado...
- en Azia : Indonezia, Sina, ar broioù arab...
- en Aostralia eo ur "sport broadel".
-
Regezer fardet gant mein hag ur c'hrilh.
-
Regezer dre aezhenn.
-
Regezer grilh boas.
-
Regezer e maen.
-
Regezer unarver.