Raok (aozadur)
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Raok (istitlet Brezhoneg e Kreiz Breizh) a zo ur c'henaozadur sevenadurel evit kas war-raok ar brezhoneg hag sevenadur ar brezhoneg dindan stumm ur gevarzhe krouet e 2022 e Kreiz Breizh hag a zo bodet ennañ 18 aozadur, strollegezhioù publik ha kevarzheoù.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa n'eus ket ur gêr bras a-walc'h e Kreiz Breizh evit sevel ur greizenn diloc'h en ur savadur bennak hag a vefe fiziet enni ar c'hargoù a vez sevenet gant tiez ar vro ez eus bet divizet gant dilennidi e oa gwelloc'h ober hep ober diwar ul lec'h hepken.
Emañ takad Raok hini Kornôg Kreiz Breizh (COB pe Pays COB[1]), da lavared eo Kumuniezh kumunioù Bro ar Roue Morvan, Kumuniezh kumunioù Kreiz-Breizh he Kumuniezh kumunioù ar Poc'hêr. Arc'hantet eo gant Rannvro Breizh, Departamantoù Aodoù an Arvor, ar Mor-Bihan ha Penn ar Bed ha gant ar c'humuniezhioù kumunioù.
Tutaet ez eus ur goprad, abaoe 2023, Patrick Féroc e anv, evel kenaozer.
Obererezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 2022 e voe skoret gant Raok 223 abadenn : baleadennoù e brezhoneg, stand e Gouel an Erer kozh, buheziñ gant ar brezhoneg, hag all.[2]