Mont d’an endalc’had

Rannvro Valparaíso

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Rannvro Valparaiso)
V Región de Valparaíso

Ardamezioù Benin
Banniel Ardamezioù

(Enez Pask n'eo ket diskouezet)
Kêr-benn Valparaíso
Proviñsoù Petorca
Los Andes
San Felipe de Aconcagua
Quillota
Valparaíso
San Antonio
Marga Marga
Isla de Pascua
Gorread 16,396.1 km²
Poblañs 1,539,852 (2002)
Stankter 94.1/km²
Kod-Pellgomz +56-32
+56-33
+56-34
+56-35
ISO 3166-2 CL-VS

Rannvro Valparaíso eo pempvet rannvro Chile (Quinta Región de Valparaíso hervez hec'h anv ofisiel spagnolek) er c'hornôg d'ar Región Metropolitana de Santiago. Valparaíso eo he c'hêr-benn, sez ar parlamant chileat hag ur porzh kenwerzhel pouezus. Enni emañ kêr-vakañsiñ pennañ ar vro: Viña del Mar. Staget eo outi Enez Pask, an Inizi Juan Fernández hag an Inizi Desventuradas.

War al labour-douar hag ar mengleuzioù-kouevr eo diazezet armerzh ar rannvro ha brudet eo he gwin. Enni e kaver ar burerezh vrasañ eus ar vro. Lec'hiet emañ e Con-Con, e-kichen genoù ar stêr Aconcagua.

Rannet eo Rannvro Valparaíso e 8 proviñs hag 38 kumun. Klotañ a ra ouzh ar Vvet ha VIvet pastell-vro ha strollañ a ra ar bannoù 10, 11, 12, 13, 14 ha 15.

Gant ur gouarner anvet gant prezidant ar republik eo rannet ar rannvro. Gant ur gouarner proviñsel, anvet gant ar prezidant ivez, eo renet pep hini eus ar 8 proviñs a ya d'hec'h ober.

Melestret eo ar rannvro gant ur c'huzul rannvroel a 28 ezel dilennet gant kuzulioù proviñsel (3 evit Quillota; 2 evit Los Andes; 8 evit Valparaíso; 3 evit San Felipe de Aconcagua); 2 evit Petorca; 3 evit San Antonio; 4 evit Marga Marga; ha 2 evit Enez Pask).

Proviñs Kêrbenn Kumun
Enez Pask Hanga Roa 1 Isla de Pascua
Los Andes Los Andes 2 Calle Larga
3 Los Andes
4 Rinconada
5 San Esteban
Petorca La Ligua 6 Cabildo
7 La Ligua
8 Papudo
9 Petorca
10 Zapallar
Quillota Quillota 11 Hijuelas
12 La Calera
13 La Cruz
14 Nogales
15 Quillota
San Antonio San Antonio 16 Algarrobo
17 Cartagena
18 El Quisco
19 El Tabo
20 San Antonio
21 Santo Domingo
San Felipe de Aconcagua San Felipe 22 Catemu
23 Llay-Llay
24 Panquehue
25 Putaendo
26 San Felipe
27 Santa María
Valparaíso Valparaíso 28 Casablanca
29 Concón
30 Juan Fernández
31 Puchuncaví
32 Quintero
33 Valparaíso
34 Viña del Mar
Marga Marga Quilpué 35 Limache
36 Olmué
37 Quilpué
38 Villa Alemana