Rannvro Ñuble

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Ar Stêr Ñuble er rannvro Ñuble
Logo rannvro Ñuble
Rannvro Ñuble, e Chile

Rannvro Ñuble, diwar anv ar stêr Ñuble (diwar ar ger mapudungún: nglefen ‘stêr strizh’ pe ‘lec'h stouvet’) zo unan eus ar c'hwezek rannvro zo e Chile hag an hini diwezhañ krouet, e Gwengolo 2017, e-kreiz ar vro.

Rannet eo e teir froviñs, enni ez eus 21 gumun, ha dezhi ur gorread a 13 178,5 km², ha 480 609 zo o chom enni. Kêr Chillán eo ar gêr-benn.

En norzh dezhi emañ rannvro Maule, er reter emañ proviñs Neuquén en Arc'hantina, er su rannvro Biobío hag er c'hornôg ar Meurvor Habask.

Proviñsoù ha kumunioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rannvro Ñuble zo teir froviñs hag 21 gumun anezhi.

Kumunioù Rannvro Ñuble
Proviñs Kêr-benn Kumun
Itata Quirihue 1 Cobquecura
2 Coelemu
3 Ninhue
4 Portezuelo
5 Quirihue
6 Ránquil
7 Treguaco
Diguillín Bulnes 8 Bulnes
9 Chillán Viejo
10 Chillán
11 El Carmen
12 Pemuco
13 Pinto
14 Quillón
15 San Ignacio
16 Yungay
Punilla San Carlos 17 Coihueco
18 Ñiquén
19 San Carlos
20 San Fabián
21 San Nicolás
Ñuble Comunas.svg