Rannvro Magallanes hag Antarktika Chile
Neuz
(Adkaset eus Rannvro Magallanes y de la Antártica Chilena)
Rannvro Magallanes hag Antarktika Chile (e spagnoleg: XII Región de Magallanes y de la Antártica Chilena, da lavaret eo "Rannvro Magellan hag Antarktika Chile”), hag a vez graet anezhi Rannvro Magallanes hepken peurvuiañ, eo an daouzekvet rannvro eus Bro-Chile, hag an hini ar muiañ er su. Punta Arenas eo he c'hêr-benn. Ul lodenn eus Antarktika a zo lakaet e-barzh gant gouarnamant Chile, met n'eo ket degemeret kement-mañ gant ar gumuniezh etrebroadel.
Proviñsoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Proviñs | Gorread en km2 |
Niver a annezidi |
kêr-benn |
---|---|---|---|
Proviñs Magallanes | 36 994,7 | 121 675 | Punta Arenas |
Proviñs Última Esperanza | 45 830,7 | 19 855 | Puerto Natales |
Proviñs Douar an Tan | 29 484,7 | 6 904 | Porvenir |
Proviñs Antarktika Chile | 14 146,0 | 2 262 | Puerto Williams |
Al lodenn a zo war gevandir Antarktika n'eo ket degemeret gant ar gumuniezh etrebroadel. Arc'het eo ivez gant Arc'hantina. 1 255 577 km² a ya d'ober al lodenn-se.
Kumunioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Rannoù ha kumunioù Magallanes hag Antarctik Chile | |
---|---|