Kaozeal:Rannvro Magallanes hag Antarktika Chile

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Perak "chilean"? Chile + at , evel Breizh + at, Iwerzhon + at, ha n'eo ket breizhan, iwerzhonan, keta? Bianchi-Bihan (kaozeal) 13 Mez 2013 da 21:03 (UTC)[respont]

Chilean Geriadur Brezhoneg an Here, Chilian gant Frañsez Favereau (evel Aostrian, Kolombian, Amerikan, Parizian... moarvat).--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 14 Mez 2013 da 06:51 (UTC)[respont]

ha "Chilean" e saozneg.

Chilian, Amerikan, Parizian zo stummoù brezhonekaet ar gerioù gallek Chilien, Américain, Parisien. Chileat/d zo ur ger savet e brezhoneg, diwar Chile + at/ad. Ar stumm-se eo an hini am eus bet klevet gant brezhonegerien bet e Chile. --Llydawr (kaozeal) 17 Mez 2013 da 10:31 (UTC)[respont]

Gouzout a reomp holl ez eus daou zoare da sevel an anvioù broiz: gant an dibenn an ha gant an dibenn at/ad.

  • dre vras e vez lakaet an diwar ar gerioù saoznek (ha latin) hag a echu gant an(us), e galleg ain/ien; met ne vez ket graet evit an holl;
    • tud zo a ra gant rusian, serbian diwar skouer ar saozneg, pa vije trawalc'h gant rus, serb;
    • re all a ra Norgead, e-lec'h norvejian, hag all
  • dre vras e vez lakaet at goude anvioù broioù hag a echu gant ur gensonenn (Iwerzhonad, Breizhad), pe n'echuont ket gant a ; nemedennoù zo: Sinaad (peogwir n'echu gant "ain" e galleg), pe Belgiad .

Berr-ha-berr, an dibenn latin zo mat da lod, met an hini nemetañ n'eo ket: Chilead zo savet reizh, ha kenkoulz ... ha chilian? chilean? ... Din, n'eus abeg ebet da c'hoari an ayatollah ha da nac'h stummoù ken yac'h. Bianchi-Bihan (kaozeal) 17 Mez 2013 da 11:17 (UTC)[respont]