Punta Arenas

Eus Wikipedia
Punta Arenas
Punta Arenas

Punta Arenas zo ur gêr eus Chile, kêr-benn Rannvro Magallanes hag Antarktika Chile.

Emañ e gourenez Brunswick en norzh da Strizh-mor Magalhães. Savet e oa bet gant gouarnamant Chile e 1848, kement hag embann e oa mestr war ar c'horn-bro ha war ar strizh-mor. En amzer-hont ne oa nemet galeourien eno. Goude e kreskas Punta Arenas tamm-ha-tamm, dre ma oa ur porzh en ul lec'h-tremen darempredet stankoc'h-stank e Suamerika, dreist-holl a-raok digoridigezh kanol Panamá e 1914. Dont a reas kalz tud divroet eus Europa, eus Rusia ha Kroatia dreist-holl, e dibenn an XIXvet ha deroù an XXvet kantved.

Punta Arenas eo ar gêr vrasañ e Patagonia Chile. E 2012 e oa 127 454 a dud o chom enni.



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.