Mont d’an endalc’had

Flandrez

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Rannvro Flandrez)

Banniel Flandrez a zo ul leon du war ur foñs melen, skilfoù ha teod ruz

Flandrez (Vlaanderen e nederlandeg) a vez lavaret eus hanterenn norzh Belgia, ma vez komzet nederlandeg pe stummoù anezhañ, anvet alies flandrezeg. Unan eus rannvroioù hag eus kumuniezhioù yezhel Belgia eo (Rannvro Flandrez ha Kumuniezh flamank). Brusel eo ar gêr-benn. Eno emañ sez Parlamant Flandrez, daoust m’eo distag Rannvro Brusel diouzh Rannvro Flandrez ha daoust ma vez komzet galleg gant an darn vrasañ eus an dud eno.

En istor e roer ur ster disheñvelik d’ar ger Flandrez : an anv-se a raed gwechall eus ur gontelezh en em astenne etre ar stêr Escaut ha Mor an Hanternoz.

Gorread ar vro a zo 13 522 km2. Ar relijion pennañ eo an hini katolik. Kan Broadel Flandrez eo ar Vlaamse leeuw.

D'ar 1 a viz Genver 2008 e oa 6 161 600 a dud o chom e Rannvro Flandrez. War-dro 15% eus annezidi Brusel a sell outo o-unan evel Flandreziz ivez.

Istor Flandrez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Flandrez a oa rannet etre meur a stad, troc’het gant al lodenn a-us da Vro-C’hall hag al lodenn a-is d’an Impalaeriezh Sant-Roman.
Adalek 1384 e krogo an tiridoù da vezañ reoù ar Broioù-Izel eus Bourgignon, nemet priñselezh Liege hag a deuio da vezañ an Izelvroioù Spagnol. War-lerc’h ur brezel e c'hounez Bro-C’hall ar c’hostez kornôg, e 1678. Ar Broioù-izel (a oa d'ar Spagnoled c’hoazh) a vo tapet gant Aostria e 1713, a-raok bezañ adtapet gant ar C’hallaoued e 1792. Tapet o doa ar C'hallaoued priñselezh Liege ivez, met ne badas ket, Aostria a adkemeras an douar-se e 1783. E 1794 e oa bet adtapet, ur wech ouzhpenn, gant Bro-C’hall hag treviñ a ra anezho e 1795. E 1815 eo kemeret tiriad Flandrez gant rouantelezh an Izelvroioù.

Istor Flandrez etre savidigezh Belgia hag an Eil Brezel-bed, a zo o stourm evit kaout ar memes gwirioù hag o geneiled eus Bro-C’hall peogwir e oa un gwall zisparti(en ur stad savet gant hag evit ar c’hallaoued).

Mont en-dro politikel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bez eus e Flandrez un demokratiezh gant ur vodadeg dilennet gant un dilennidigezh hollved, ur parlamant gant ur gambr, ur gouarnamant, ministerioù. An holl ensavadurioù a zo staliet e Brusel. Bez eus ur c’hoant gant ul lodenn eus ar belgianed da rannañ Belgia e daou gant Flandrez en un tu ha Wallonia en tu all.

Sevenadur Flandrez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar yezh ofisiel e Flandrez eo an nederlandeg.
Flandrez a zo anavezet evit e arz, e saverezh evel an arz nevez, e bier (gant muioc’h eget 300 bier disheñvel), e gegin hag e sportourien.


Proviñsoù Flandrez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
1 Antwerpen
2 Limbourg
3 Reter-Flandrez (Oost-Vlaanderen)
4 Brabant Flandrez (Vlaams-Brabant)
5 Kornôg-Flandrez (West-Vlaanderen)



Kêrioù bras

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Al Liamm, niv. 68, 1958, niverenn diwar-benn Flandrez