Raising the Flag on Iwo Jima

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Timbr-post awenet gant ar poltred brudet
An USMC War Memorial savet a-ziwar poltred Rosenthal

Raising the Flag on Iwo Jima zo ur poltred brudet bet tennet gant Joe Rosenthal d'an 23 a viz C'hwevrer 1945. war poltred e c'heller gwelet c'hwec'h United States Marines o plantañ banniel Stadoù-Unanet Amerika war ar Menez Suribachi, e-pad Emgann Iwo Jima, e-pad an Eil Brezel-bed. war tachenn Brezel ar Meurvor Habask.

Filmig "Raising the Flag on Iwo Jima")

Ar poltred a zo bet embannet evit ar wech kentañ e kazetennoù ar sul 25 a viz C'hwevrer 1945. Deuet eo buan da vezañ ur poltred brudet ha kopiet e voe e kantadoù a embannadurioù all. Goude-se, e voe ar poltred nemeti o c'hounez ur priz Pulitzer evit ar poltredoù memes bloavezh evit na oa bet embannet. Deuet eo da vezañ ar skeudenn brudetañ er Stadoù-Unanet o taolenniñ an Eil Brezel-bed.

Tri Marines eus ar poltred, ar serjant Michael Strank, ar c'haporal Harlon Block (soñjet da vezañ ar serjant Hank Hansen betek miz Genver 1947), hag ar soudard First Class Franklin Sousley a voe lazhet ouzh ar stourm nebeut devezhioù goude ma voe bet tennet ar poltred. Ar soudarded all an tri a zreistbevas a oa ar c'haporaled (ha goude-se Private First Class) Rene Gagnon, Ira Hayes, hag Harold Schultz (soñjet da vezañ ur PhM2c John Bradley betek miz Even 2016).

An daou zen a oa bet lakaet war-wel dre fazi evel saverien banniel o devoa sikouret da sevel ur banniel bihanoc'h e-tro 90 munutenn a-raok, bez e oant c'hoazh war ar menez hag arvesterien sevel ar banniel ramzel. N'o devoa ket kemeret perzh en eil savadenn hag a voe ar poltred brudet. An holl soudarded a oa dindan urzhioù ar Brigader Jeneral Harry B. Liversedge.

Ar skeudenn a zo bet adimplijet gant Felix de Weldon evit kizellañ delwenn ar Marine Corps War Memorial, a voe diskouezet evit ar wech kentañ e 1954. Ar mein-koun a zo en enor d'an holl Marines marvet evit difenn ar vro hag a zo lec'hiet en Arlington Ridge Park, nepell diouzh an dor Ord-Weitzel en Arlington National Cemetery hag an Netherlands Carillon.