Mont d’an endalc’had

O sevel ar Banniel en Iwo Jima

Eus Wikipedia
Timbr-post awenet gant ar poltred brudet
An USMC War Memorial savet a-ziwar poltred Rosenthal
Filmig "Raising the Flag on Iwo Jima")

Raising the Flag on Iwo Jima zo ur poltred brudet bet tennet gant Joe Rosenthal d'an 23 a viz C'hwevrer 1945. war poltred e c'heller gwelet c'hwec'h Marines amerikan o plantañ banniel Stadoù-Unanet Amerika war ar Menez Suribachi, e-pad Emgann Iwo Jima, war talbenn Brezel ar Meurvor Habask.

Ar poltred a zo bet embannet evit ar wech kentañ e kazetennoù ar sul 25 a viz C'hwevrer 1945. Deuet e oa buan da vezañ ur poltred brudet ha kopiet e voe e kantadoù a embannadurioù all. Goude-se, e voe ar poltred nemeti a c'hounezas ur priz Pulitzer evit ar poltredoù er memes bloavezh ha ma oa bet embannet. Deuet eo da vezañ ar skeudenn a daolenn an Eil Brezel-bed ar vrudetañ er Stadoù-Unanet.

Tri Marines eus ar poltred, ar serjant Michael Strank, ar c'haporal Harlon Block (soñjal a raed e oa ar serjant Hank Hansen betek miz Genver 1947), hag ar soudard kentañ klas Franklin Sousley a voe lazhet e-pad ar stourm un nebeud devezhioù goude ma voe tennet ar poltred. Ar soudarded all a chomas bev a oa ar gaporaled (ha goude-se Private First Class) Rene Gagnon, Ira Hayes, hag Harold Schultz (soñjal a raed e oa un Ezel eus korf an hospitalioù, John Bradley betek miz Even 2016).

An daou zen a oa bet meneget dre fazi evel saverien ar banniel o devoa sikouret sevel ur banniel bihanoc'h e-tro 90 munutenn a-raok. War ar menez e oant c'hoazh pa oa savet an eil banniel. N'emaint ket eta war ar poltred brudet. An holl soudarded a oa dindan urzhioù ar Brigader Jeneral Harry B. Liversedge.

Adimplijet eo bet ar skeudenn gant Felix de Weldon da gizellañ delwenn ar Marine Corps War Memorial, a voe diskouezet evit ar wech kentañ e 1954. Ar maen-koun-se en enor d'an holl Marines marvet evit difenn ar vro a zo savet en Arlington Ridge Park, nepell diouzh an nor Ord-Weitzel hag an Netherlands Carillon, e bered vroadel Arlington.