USMC War Memorial


An United States Marine Corps War Memorial (Iwo Jima Memorial) zo ul lec'h koun broadel stadunanat lec'hiet en Arlington County, Virginia. Staliet eo bet e 1954, lec'hiet eo en Arlington Ridge Park, nepell diouzh an nor Ord-Weitzel Gate eus bered vroadel Arlington hag eus an Netherlands Carillon. Ar mein lid milourel a zo en enor d'an holl izili eus an U.S. Marine Corps marvet evit difenn ar vro abaoe 1775.
Awen ar monumant eo ar poltred dreistbrudet tennet e 1945 a daolenne c'hwec'h Marines gant ar banniel stadunanat war ar Menez Suribachi e-pad Emgann Iwo Jima, e-pad Brezel ar Meurvor Habask, e-pad an Eil Brezel-bed.