RSS Armenia
Армянская Советская Социалистическая Республика Հայկական Սովետական Սոցիալիստական Հանրապետություն | |||||
---|---|---|---|---|---|
| |||||
Ger-stur Պրոլետարներ բոլոր երկրների, միացե'ք "Proleterion ar bed, em unanit!" | |||||
Yezh ofisiel | Hini ebet. | ||||
Yezhoù | Armenieg Ruseg | ||||
Kêr-benn | Yerevan | ||||
Gorread • En holl • % dour |
29 800 km² 4,7 | ||||
Poblañs • Hollad • Stankter |
3 287 700 (1989) 110,3/km² | ||||
Prezidant (diwezhañ) |
Levon Ter-Petrossian | ||||
Moneiz | Roubl (ռուբլի) |
Unan eus Republikoù diazez an Unaniezh Soviedel e oa Republik Sokialour Soviedel Armenia (armenieg: Սովետական Սոցիալիստական Հանրապետություն, Haykakan Sovetakan Sozialistakan Hanrapetutyun).
Yerevan e oa kêr-benn ar Republik soviedel-mañ.
D'ar 1añ a viz Kerzu 1920 e roas ar C'hentañ ministr Simon Vratsian kontroll ar vro d'an Unaniezh Soviedel ha dont a reas da vezañ nebeudik war-lerc'h Republik Sokialour Soviedel Armenia.
Adalek ar 21 a viz Meurzh 1922 betek ar 5 a viz Kerzu 1936 ne oa nemet ur rann eus RSKS Treuzkaokazek gant RSS Jorjia ha RSS Azerbaidjan.
Unan eus Republikoù kentañ URSS o tisklêrian he dishualded diouzh an Unaniezh Soviedel e oa Armenia e 1991 goude bezañ deuet da vezañ Republik Armenia d'ar 23 a viz Eost 1990.
Stabiloc'h e oa buhez Armenia dindan beli Soviediz evit ma oa bet dindan hini an Impalaeriezh otoman.
Adwelet e oa bet ivez reizhskrivadur an armenieg dindan ren soviedel RSS Armenia etre 1922-1924 evit ma vefe aezetoc'h da zeskiñ lenn ha skrivañ.
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Republikoù an Unaniezh Soviedel | |
RSS Armenia • RSS Azerbaidjan • RSS Bielorusia • RSS Estonia • RSS Jorjia • RSS Kazac'hia • RSS Kirgizia • RSS Latvia • RSS Lituania • RSS Moldavia • RSS Ouzbekistan • RSKS Rusia • RSS Tadjikistan • RSS Turkmenistan • RSS Ukraina
Republikoù berrbad : RSS Finnek-Kareliek (1940-1956) | RSKS Treuzkaokazek (1922-1936) |