Mont d’an endalc’had

Que la bête meure

Eus Wikipedia

Que la bête meure (Ret eo d'al loen mervel e brezhoneg) zo ur film-drama ha polis gall-italian, sevenet gant ar filmaozour gall Claude Chabrol, hag a oa deuet er-maez d'ar 5 a viz Gwengolo 1969.

Azasaet e oa bet ar senario hag an divizoù gant Claude Chabrol ha Paul Gégauff diwar ar romant The Beast Must Die (1938) gant Nicholas Blake (anv-pluenn ar barzh ha skrivagner breizhveuriat Cecil Day-Lewis). Dont a ra titl orin al levr eus ar pennad 3:19 a gaver e doare saoznek an Eklesiastes : For that which befalleth the sons of men befalleth beasts ; even one thing befalleth them : as the one dieth, so dieth the other ; yea, they have all one breath ; so that a man hath no preeminence above a beast : for all is vanity..

Bet kroget d'an 11 a viz Meurzh ha peurechuet d'an 30 a viz Ebrel 1969, ar film kant trizek munutenn e badelezh a oa bet troet e Gourenez Kraozon (Argol, Beg Penn ar Roz), e Plonevez-Porzhe hag e Kemper peurgetket.

Leurgêr ur gêriadenn[1] e Breizh : tra m'emañ o tistreiñ eus an aod ez eo lazhet mab Charles Thénier, saver levrioù evit ar vugale diouzh e vicher hag intañv, gant ur gwall vleiner hag a zo aet kuit hep goulenn na diskenn. O vezañ ma chom sac'het enklask ar polis e tiviz Thénier adkavout an hini kablus e-unan, veñjiñ e vab e bal nemetañ dezhañ kousto pe gousto.

Dre forzh klask diehan en un doare urzhiek dre ar c'horn-bro en e bezh ez a en darempred gant an aktourez Hélène Lanson dre zegouezh. Goude bezañ graet anaoudegezh ganti e Pariz, houmañ a gaso anezhañ, hep gouzout dezhi, d'he breur-kaer, ar c'harrdiour Paul Decourt. E Breizh emañ Decourt o chom en un ti bras ma ya Charles ha Hélène da dremen un nebeud devezhioù vakañsoù ennañ. Eno e kompren Thénier ez eo Decourt un den kasaus ma'z eus unan, gros ha strizh e emzalc'h ouzh e wreg Jeanne koulz hag ouzh e vab Philippe. Tamm-ha-tamm e sav mignoniezh etre Charles ha Philippe en deus santet e vagont o-daou an hevelep kasoni ouzh ar memes den, e dad Paul Decourt.

Bet berniet gantañ trawalc'h a ditouroù hervezañ ez eo peurgendrec'het Charles Thénier ez eo Paul Decourt muntrer e vab. Dre ziv wech e klasko e lazhañ ivez ; en aner, peogwir en deus diskoachet ar c'harrdiour ar c'harnedig ma skriv Thénier holl vunudoù e enklask ennañ.

Veñjet e vo Thénier a-barzh fin ar gont rak ampoezonet e vo Decourt, muntrer e vab, gant e vab Philippe e-unan : n'halle ket hunvreal en un diluz ken peurvat. Kas a ra Charles d'an enklaskerien ul lizher ma tidamall Philippe a-raok mont d'en em goll gant ar vag en devoa nevez-brenet a-drugarez da...zDecourt.

Roll ar gomedianed pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Roet e oa bet eilroll Paul Decourt da Jean Yanne gant Claude Chabrol : bloaz diwezhatoc'h en devoa tapet Yanne pennroll Popaul e film Chabrol da-heul, Le Boucher an titl anezhañ.

  1. Bet troet e bourc'h Argol.