Mont d’an endalc’had

Pumayyaton

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Pygmalion (Tir))

Pumayyaton[1], pe Pigmalion e gregach, a oa roue Tir, e Fenikia, hervez mojennoù Hellaz kozh. Mab e oa d'ar roue Belos. Breur e oa da rouanez Kartada, Didon, a garas an haroz Aeneas, a-raok n'eas da chom da Italia.

Ur Pumayyaton (ha Pigmalion) istorel a renas e Tir eus -820 da -774 ha hennezh a oa mab d'ar roue Mattan Iañ (-829- -820 ). En e amzer eo e voe savet trevadennoù e Kition e Kiprenez, e Sardigna, ha moarvat e Kartada.

Anavezet eo gant un enskrivadur e maen-bez Nora, e Sardigna.

N'ouzer ket piv a renas war e lerc'h etre -774 ha -750, pa voe anvet Eshbaal II da roue.

  1. http://www.historyfiles.co.uk/KingListsMiddEast/CanaanTyre.htm