Proviñs Westfalen
Neuz
|
- Ur pennad Westfalen zo ivez.
Proviñs Westfalen (Provinz Westfalen en alamaneg) a oa ur broviñs e rouantelezh Prusia, adalek 1815, hag e Stad dieub Prusia goude-se. E 1946 e voe staget douaroù all outi, e traoñienn ar Roen, da ober stad Nordrhein-Westfalen.
Münster e oa he c'hêr-benn. Bevennet e oa
- en hanternoz gant Rouantelezh Hannover
- er gwalarn gant Rouantelezh Holland,
- er c'hornôg gant proviñs ar Roen
- er c'hreisteiz gant dugelezh Nassau, priñselezh Waldeck-Pyrmont, an div Hessen,
- er reter gant Hesse électorale, rouantelezh Hannover, dugelezh Braunschweig
Teir lodenn a oa : Münster, Minden hag Arensberg.
Enni edo
- eskoptioù kozh Münster, Minden, Paderborn,
- priñselezh Corvey, abati gwechall,
- kontelezh Marck, dugelezh Berg, Ravensberg, Mecklenburg, kontelezh Linange
Treuzet e oa gant ar stêrioù Ems, Weser, Lippe, Ruhr.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da Brusia e oa un darn eus ar vro adal 1613. Met gant brezelioù 1806 ha 1807, ha peoc'h Tilsit da heul, e voe kollet ganti. Aloubet e voe gant Prusia e 1813 avat, war-lerc'h emgann Leipzig, ha staget outi e 1814, gant Kendalc'h Vienna.