Priñselezh Stavelot-Malmedy
Priñselezh Stavelot-Malmedy a oa ur briñselezh abatiel en Impalaeriezh santel roman. En he fenn e oa ur priñs hag a oa abad manatioù Stavelot ha Malmedy, diazezet o-daou e 651. Gant dugelezh Bouillon ha Priñselezh Liège e oa unan eus an tri douar ha n'int ket bet biskoazh en Izelvroioù spagnol pe en Izelvroioù aostrian diwezhatoc'h.
Evel priñs-abad en devoa abad Stavelot-Malmedy ur sez e Dieta an Impalaeriezh evel ar briñsed-eskibien.
E 1795 e voe diskaret ar briñselezh gant an Dispac'h gall ha staget ouzh an departamant gall Ourthe.
E 1815, gant Kendalc'h Vienna, e voe roet Stavelot da Rouantelezh an Izelvroioù, ha Malmedy a voe ul lodenn eus an distrig prusian Eupen ha Malmedy.
Gant Dispac'h belgiat 1830 evit Stavelot ha feur-emglev Versailhez e 1919 evit Malmedy, int bet bodet e rouantelezh Belgia .