Priz Franz Kafka
Neuz
Priz Franz Kafka a zo ur priz lennegel etrebroadel bet ijinet da enoriñ ar skrivagner tchek Franz Kafka. Kinniget eo gant Kevredigezh Franz Kafka (tchekeg : Spolecnost Franze Kafky) ha kêr Praha. Roet e vez ar priz da zibenn miz Here e ti-kêr kozh Praha. Ar skrivagner loreet a resev $10 000, un diplom hag un delwennig arem. E-touez arouezioù-barn ar priz e kaver perzh denelour al levr, ar fed e sikourfe an doujañs a-zivout sevenadur, yezh ha relijion hag ar fed e vefe un testeni eus an amzer vremañ.[1] N'eus liamm ebet etre ar priz-mañ hag an hini anvet Janet Heidiger Kafka Prize a vez roet gant skol-veur Rochester er Stadoù-Unanet.
Loreidi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Priz Franz Kafka, Spolecnost Franze Kafky, www.franzkafka-soc.cz