Mont d’an endalc’had

Priñselezh Schwarzburg-Sondershausen

Eus Wikipedia
Kartenn
Kartenn eus Thüringen e 1905, ha Priñselezh Schwarzburg-Sondershausen e louet-teñval.

Prinselezh Schwarzburg-Sondershausen a oa ur stad alaman eus an Impalaeriezh Santel, e Kengevread ar Roen, er C'hengevread alaman, hag en Impalaeriezh alaman.

C'hoarvezout a rae eus rannidigezh Kontelezh Schwartzburg e 1599 entre kontelezhioù Schwarzburg-Rudolstadt ha Schwarzburg-Sondershausen, uhelaet da briñselezh en 1697.

Sondershausen e oa ar gêr-benn hag Arnstadt, Gehren, Langewiesen, Großbreitenbach, Ebeleben, Großenehrich, Greußen ha Plaue e oa ar c'hêrioù bras all.

En 1909, marvet dibennhêr priñs skourr Sondershausen, e voe adunanet an div briñselezh evel priñselezh Schwarzburg ha Rudolstadt a oa ar gêr-benn. Kaset e voe ar briñselezh da republik en 1918, hag ebarzhet en 1920 en Stad dieub Thüringen (Freistaat Thüringen).

En ur gorread a 862 km2 e oa 85 000 a dud o chom en 1905.