Power metal

Eus Wikipedia

Power metal a zo un isrummad eus an heavy metal a itrika ur mesk etre elfennoù an heavy metal hengounel gant ar speed metal en un en-dro sinfonek a-wezhioù. Peurliesañ eo anavezet ar Power Metal dre sonioù fonnusoc'h, skiltroc'h ha skañvoc'h, en ur zislavar ouzh pounnerded stiloù all evel e vez kavet en Extrem metal da skouer. Strolladoù Power metal a ra kanaouennoù a zo damheñvel eus azeulganoù, ambrouget gant kanadegoù kreñv en ur implijiñ temmoù tenet eus ar fantasy, an holl a ra un ton dramael, galloudus ha fromus.[1]

An termen a oa bet implijet e kerzh ar bloavezhioù 1980, gallout a ra taolenniñ daou stil disheñval daoust ma vez liammet:

  • da gentañ en em ziorenna ar stil e Amerika an Norzh, ur son kaletoc'h dezhañ, tost eus ar speed metal,
  • goude e teuas war wel ur stil poblekoc'h en europa (pergen e Skandinavia, Alamagn, Gres, Spagn, hag Italia),[2] e Amerika Su (Brazil) hag Azia ar Reter, gant tonioù skañvoc'h en ur implij ar c'hlavier ur wezh an amzer.

Orin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kai Hansen eus Gamma Ray e-kerzh un arvest e Barcelona, Spagn. Hansen a vez azaouezet evel unan eus ar levezon brasañ evit diorenn ar Power Metal.

Hervez Sam Dunn e krog istor ar Power Metal e fin ar bloavezhioù 1970, pa voe diazezet pennaennoù ar stil gant Ronnie James Dio. Ar pozioù leun a fantasy en devoa skrivet evit Rainbow, a lakae ar bouez war demmoù krennamzerel, folk pe Skiant-faltaziel, o deveo levezonet ur bern strolladoù power metal. Dunn a soñja eo ar ganaouen "Stargazer" ha "A Light in the Black" eus an albom Rising, ha "Kill the King" ha "Lady of the Lake" eus an albom Long Live Rock 'n' Roll e 1978, a c'hall bezañ doujet evel unan eus skouerioù Power metal kentañ. En e deulfim Metal Evolution graet e 2011,[3] Dunn a zisplaga penaos e oa Rob Halford eus Judas Priest o krouiñ ur patrom evit mouezh ar Power metal da heul. E gan skiltr ha dalc'hus a zeuas da vout unan eus perzhioù pennañ ar Power metal. Son an daou c'hitar graet gant duo Judas Priest: K. K. Downing ha Glenn Tipton o devoa levezonet ar stil da vat. Ur gwastadour e Power metal a oa Jon Mikl Thor, a oa un awen bras evit ar strollad amerikan Manowar.

Ur strollad all eus Breizh-veur eo Iron Maiden hag o devoa degaset un ton heson d'ar metal, o krouiñ sonerezh kanus ha meulganel degemeret mat gant sonerien Power metal a-vremañ. Diveuz al leurenn power-metal alaman a oa bet kaset a-benn gant Scorpions hag Accept. Ar gitour svedat Yngwie Malmsteen en deus bet ur pouez kreñv war c'hitourion dazont o implijiñ elfennoù neo-klassel. E gomper Jens Johansson en devoa nevesaet sonioù klavier Jon Lord eus Deep Purple, ar re-se a voe kenstaget e-barzh ar stil. Pozioù a-ziar gwengelouriezh ha "sword and sorcery" graet gant Manowar o devoa levezonet meur a strollad Power metal ivez.

A-hed ar bloavezhioù 1980 e 1982 ha 1983 dreistholl e teuas war wel stil ar power metal amerikan a za eus an heavy metal hengounel, an new wave of British heavy metal (NWOBHM), hag elfennoù eus an thrash ha speed metal. Orin pizh al lusk a zo abeget met strolladoù evel Cirith Ungol, Jag Panzer, Manilla Road, Omen, Riot, Savatage, ha Warlord a zo menneget evit bezañ ar re o devoa bannet ar stil[4],[5].

E 1987 e oa bet embannet an eil albom gant Helloween a zo Keeper of the Seven Keys: Part I, meneget e oa gant AllMusic: "un enrolladen istorel hag a chom albom levezonusañ ar Power metal betek bremañ. E genaozañ etre galloud hag heson a awenas ur rummad strolladoù metal a-berzh". An embann-mañ a lakaas ar stil d'emdreiñ davet ur perzh nevez anvet "Power metal europat", a strewas dre-douez ar bed hag e krogas da vout stil ar power metal ar muiañ klevet e-tarzh ar bloavezhioù 90 .

Perzhioù sonerezhel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Power metal a zo kevredet gant tempo fonnus hag hesonerezh melodek, digriz, gant elfennoù ar speed metal hag a zo diaraogad ar Power metal.

Kanerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Power metal a laka ar pouez war ar c'haner, mouezh sklaer dezho kalz muioc'h evit ar perzhioù a vez klevet gant kanerien a ra tro dro an extreme metal da skouer. Kanerien Power metal zo awenet gant tud evel Ronnie James Dio, Bruce Dickinson, Rob Halford, Geoff Tate, ha kanerien all eus metoù rock ha heavy metal. Alies eo ledan-tre o skeulgan. Peurvrasañ ar c'hanerien a gan e skeul tenor ha gallout a reont tizhout notennoù uhel tre (da skouer Timo Kotipelto eus Stratovarius, Tony Kakko eus Sonata Arctica, Michael Kiske eus Helloween ha Andre Matos eus Angra ). Hogen ez eus nemedennoù a ra gant ur skeul baritone pe bass. Kanerien all a gan en ur mod rust, tost eus ar stil thrash metal, evel Chris Boltendahl eus Grave Digger, Kai Hansen eus Gamma Ray, Peavy Wagner eus Rage, ha Jari Mäenpää eus Wintersun[6]. Kalzig a ganerien Power metal (da skouer Hansi Kürsch eus Blind Guardian) a enrolla o mouezh meur a wezh da lakaat un efed kanadeg.

Temoù ar pozioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Peurvuiañ titloù Blind Guardian a zo diazezet war ar fantasy, ar wengelouriezh hag ar skiant-faltaziek, o leurennoù a zo dafaret gant kinkladur faltaziek.

Temoù a vez klevet alies e rummadoù metal all (relijion, kevredigezh, politik) ne vez ket kejet kement-se e power metal. Temoù eus ar Power metal a c'hall bezañ ar fantasy ar mojennoù, ar genseurtiezh hag ar goanag, pe ar brezel hag ar marrv. Da skouer eo anavezet mat ar strollad Sonata Arctica evit komz tro-dro bed ar fantasy met gallout a reont ober kanaouennoù diwar ar gwirvoud, ar garantez pe ar c'havandennoù.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Sharpe-Young, Garry (2003). A–Z of Power Metal, Rockdetector Series. Cherry Red Books. 464 p. ISBN 978-1-901447-13-2. 
  • Dio, Ronnie James (2003). The Encyclopedia of Heavy Metal. Barnes & Noble Publishing. 300 p. ISBN 0-7607-4218-9. 
  • Kahn-Harris, Keith (2007). Extreme metal: music and culture on the edge, Rockdetector Series. Berg Publishers. 194 p. ISBN 1-84520-399-2. 

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Sharpe-Young, Garry (2003). A–Z of Power Metal, Rockdetector Series. Cherry Red Books. ISBN 978-1-901447-13-2.  "Riffs became labyrinthine, vocals scorched higher altitudes—and they even managed to crank out some more volume."
  2. Sharpe-Young, Garry (2003). A–Z of Power Metal, Rockdetector Series. Cherry Red Books. ISBN 978-1-901447-13-2.  "American metal such as Queensrÿche, Attacker, Jag Panzer, Iced Earth, Liege Lord, and Savatage; European bands such as Helloween, Gamma Ray, Blind Guardian, Running Wild, and Grave Digger;"
  3. Dunn, Sam. Metal Evolution, Episode 110: Power metal. VH1. Kavet : 2012-07-02.
  4. Marco. Marco's Guide to USPM Part 1. Ride Into Glory. Kavet : 2019-08-20.
  5. Sharpe-Young, Garry (2007). Metal: The Definitive Guide : Heavy, NWOBH, Progressive, Thrash, Death, Black, Gothic, Doom, Nu. London, England : Jawbone Press. 262 p. ISBN 978-1-906002-87-9. 
  6. Stagno, Mike. Wintersun review. Sputnik Music. Kavet : 2012-01-04.