Manowar
Manowar | |
![]() | |
Manowar e 2013
| |
Bro orin | Auburn, New York, SUA |
---|---|
Doare(où) | Heavy metal, power metal |
Bloavezhioù oberiant | 1980–bremañ |
Label(ioù) | Magic Circle Music - Atco Records - Atlantic Records - Geffen Records |
Izili | Joey DeMaio - Eric Adams - Donnie Hamzik - E.V. Martel |
Izili bet er strollad | Carl Canedy - Ross Friedman - Scott Columbus - David Shankle - Kenny Earl Edwards - Karl Logan |
Endro | HolyHell - Rhapsody of Fire - The Dictators - David Shankle Group - The Rods - Brain Surgeons - Christopher Lee |
kemmañ ![]() |
Manowar zo ur strollad heavy metal[1] stadunanat eus New York.
E 1980 e voe krouet, hag anavezet mat eo abalamour d'e gomzoù tro-dro d'ar fantasy (ar sword & sorcery pergen) hag ar wengelouriezh (re Skandinavia ha Gres dreist-holl), ha d'o c'hanaouennoù a azeul ar sevenadur heavy metal. Anavezet eo ivez en abeg d'e son pounner ha kreñv.
En un atersadenn gant MTV e miz C'hwevrer 2007, ar soner gitar-boud Joey DeMaio en devoa klemmet : « hiziv an deiz e vank kalz a donioù metal galloudus ha meur gant gitaroù a gas da vat ha gant kanadegoù hag orkestroù, neuze eo mat ez eus un nebeud strolladoù eveldomp a ra ar perzh a vanka. »[2]
E 1984 e voe enskrivet Manowar e-barzh ar Guinness Book of World Records peogwir en doa graet ar sonadeg trouzusañ a voe biskoazh, ha aet eo uheloc'h div wezh c'hoazh a-c'houde. Ur rekord all zo ganto : ar sonadeg hirañ er bed pand o deus sonet e-pad pemp eur hag ur vunutenn e Bulgaria (Kavarna Rock Fest) e 2008[3],[4].
Brudet eo o lugan Death to false metal! ("Ar marv d'ar metal faos !")[5],[6]. Daoust ma n'int ket daet da vout mil-vrudet e SUA e vez heuliet ar strollad gant ur bern tud eus ar sevenadur-se.
E 2019 e oa bet gwerzhet ouzhpenn 20 milion ag albomoù gant Manowar er bed a-bezh[7].
Izili[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
|
Pladennrolladur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
|
|
|
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- (en) Lec'hienn ofisiel
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ (en) Heavy Metal Case Study #1: Manowar. Kavet : 07/07/2021.
- ↑ (en) MTV, 02/08/2004. Kavet : 07/07/2021.
- ↑ (en) Manowar Attempts To Break Guinness Record With Five-Hour Concert. Roadrunnerrecords.com. Diellet er skrid orin d’an August 12, 2008. Kavet : 07/07/2021.
- ↑ (en) Manowar Play Longest Show Ever. Sputnikmusic. Kavet : 07/07/2021.
- ↑ (en) The Kingdom Of Steel. Manowar (January 13, 2012). Diellet er skrid orin d’an April 19, 2012. Kavet : 07/07/2021.
- ↑ (en) Me. Tbns.net. Diellet er skrid orin d’an November 27, 2012. Kavet : 07/07/2021.
- ↑ (en) Valhalla Studios. valhallastudiosny.com. Kavet : 07/07/2021.