Mont d’an endalc’had

Poznań

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Posen)
Ti-kêr Poznań

Poznań (distaget [ˈpɔznaɲ] e poloneg, Posen en alamaneg) zo ur gêr eus kornôg Polonia, war lez ar stêr Warta, ha pempvet kêr vrasañ Polonia eo hiziv. Ouzhpenn 546 500 annezad zo o chom enni (niveradeg 2014). Unan eus kêrioù koshañ Polonia eo, hag ur greizenn a bouez evit ar velestradurezh, ar c’henwerzh hag an deskadurezh.

Kêr-benn istorel proviñs Polonia Vras eo bet. Goude bezañ bet e rouantelezh Polonia, eo bet Poznań e Prusia, en XIXvet kantved, hag en Alamagn da c’houde, betek 1918 (war-bouez un nebeud bloavezhioù etre 1806 ha 1815 pa oa e dugelezh Polonia).

Unan eus koshañ ilizoù-meur Polonia eo hini Poznań hag enni e voe beziet un toullad rouaned ha duged eus Polonia (Mieszko Iañ, Bolesław Iañ, Kazimir Iañ, Przemysł Iañ, Przemysł II).

D’an 28 a viz Mezheven 1956 e voe un emsavadeg taer eno a-enep yev an Unvaniezh Soviedel.

Kêrioù gevellet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gevellet eo Poznań gant ar c'hêrioù-mañ :

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.