Mont d’an endalc’had

Pont an Diaoul (Lanniliz)

Eus Wikipedia
Pont Krac'h Laniliz.

Pont an Diaoul pe Pont Krac’h zo ur pont e Lanniliz. an anv a zo deuet adal « Pont kar(r) Ac’h ». An arkeologourien ne ouiont ket resis peur e oa bet savet: ar mare Galian-roman (-52 betek 486 kent J.K) pe krennamzerel (tro an Xvet kantved)[1].

E 2008 e oa bet adkempennet ar pont gant ar gevredigezh Plouguerneau Nature Environnement. Adsavet e oa bet holl mod kozh hep kemm an dafar sevel pe an teknikoù.

Pont an Diaoul e Lanniliz n'eo ket disheñvel diouzh pontoù an diaoul all a gaver dre Europa. Dre vras eo ganet ar vojennoù tro-dro d'ar pontoù-se er XIVvet kantved. Doareoù disheñvel a gaver eus ar vojenn met ar memes istor diazez a chom atav:

Mestr Uguen, miliner eus Prat Paol e Plougerne, a oa kounnaret (pe skuizh) dre an hent hir a oa ret dezhañ ober evit mont da betek e milin e Raskol. Un nozvezh, e oa bet o huñvreal en ur pont a-dreuz ar stêr. An diaoul o klevet an den a erruas hag a ginnigas dezhañ sevel ar pont a-raok fin an nozvezh. An diaoul a c’houlenne dezhañ en eskemm da gaout ene an den kentañ a dreuzfe ar pont. Ar miliner a savas a-du gant ar marc’had, an den Paolik a grogas diouzhtu gant al labour. Mintin abred e oa souezhet ar miliner o welet e oa bet echuet ar pont. Mestr an deñvalijenn a oa o c’hortoz e-tal ar pont, laouen e oa da c’hounez un ene ken aes. Ar miliner, pa oa erruet d’an hanter eus ar pont a baouezas. Ober a rreas vann kemer e anal ha deus ur sac’h ed e tennas ur c’hazh-du. Hennezh a dreuzas d’an daoulamm ar pont. Ene ar c’hazh a oa bet profet d’an diaoul. Displijet bras da vezañ bet tapet brav, an diaoul a bannas dre an aer e morzol, « morzel en diaoul », a gouezas e-penn an draoñienn evel un hanter groaz. Evel-just arabat en em sinañ dirak, oberenn an diaoul eo.

Hiziv-an-deiz c’hoazh e konter n’eo ket tud mezv hag a gouez eus ar pont diouzh an noz met an diaoul kounnaret o kemer eneoù evit en em veñjiñ diouzh an dro-fall bet graet dezhañ ![2]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]