Pogromoù Lviv (1941)
Lec'h | Lviv ![]() |
---|---|
Daveennoù douaroniel | 49°30′36″N 24°0′36″E ![]() |
Deiziad kregiñ | 30 Mez 1941 ![]() |
Deiziad echuiñ | 2 Gou 1941 ![]() |

Pogromoù Lviv a vez graet eus un hollad pogromoù ha lazhadegoù yuzevien etre miz Even ha Gouhere 1941 e kêr Lwów e Reter Polonia/Kornôg Ukraina (hiziv Lviv, en Ukraina). Al lazhadegoù a oa bet sevenet gant broadelourien ukrainat (dreist-holl re Aozadur ar Vroadelourien Ukrainat), unvezioù lazhañ alaman (Einsatzgruppen), ha poblañsoù trevour kêr etre an 30 a viz Even hag an 2 a viz Gouhere, ha goude-se etre ar 25 hag an 29 a viz Gouhere, e-pad Aloubadeg alaman an Unvaniezh Soviedel. Milieroù a yuzevien a voe lazhet er pogromoù ha gant an Einsatzgruppen.
Milisianed Ukraina harpet gant trevourien hag un tammig gant Poloniz o devoa taget da gentañ ar yuzevien e-kerzh ar c'hentañ pogrom, [1][2] hag a oa bet awenet gant dizoloadenn kantadoù a gorfoù e tri zoull-bac'h eus an NKVD e Lviv, ar re-se o vezañ bet lazhet gant NKVD an Unvaniezh Soviedel. An dud gwelet evel kablus eus an torfedoù a oa bet lakaet da "Volcheviked yuzev" gant ar boblañs. Lazhadegoù ar yuzevien a oa bet da-heul a oa renet gant an nazied evel ul lodenn eus al Loskaberzh e Reter Europa. Dizemglev zo e-touez an istorourien da c'houzout betek pelec'h eo bet ar vroadelourien ukrainat o kemer perzh er pogromoù-se, evel nerzh diazez pe evel harperien nemetken.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ "On June 30, 1941, on the eighth day of operation Barbarossa, the German invasion of the Soviet Union, a pogrom broke out in Lviv, the capital city of Eastern Galicia. Ukrainians, and to a lesser extent Poles, massacred their Jewish neighbors and fellow citizens. ... For the next two days Lviv witnessed terrible anti-Jewish violence at the hands of the local Ukrainian population and the Ukrainian militia, and under the Nazis' approving eyes."
- ↑ (2021) "The Collaboration of Ukrainian Nationalists with Nazi Germany", Complicated Complicity European Collaboration with Nazi Germany During World War II. De Gruyter. 90–91 p. ISBN 9783110671261. “Ukrainian militiamen and civilians chased down Jews, took them to the prisons, forced them to exhume bodies of killed prisoners, mistreated and finally killed them.”