Mont d’an endalc’had

Pleg-mor Tonkin

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Pleg-mor an Tonkin)
Pleg-mor Tonkin
bae, Pleg-mor
AdstêrioùStêr Ruz, Day River Kemmañ
StadRepublik Pobl Sina, Viêt Nam Kemmañ
Daveennoù douaroniel19°45′0″N 107°45′0″E Kemmañ
Map
Lec'hiet eo pleg-mor Tonkin er reter da Viêt Nam.

Pleg-mor Tonkin (Vietnameg: Vịnh Bắc Bộ; Sinaeg eeunaet: 北部湾; Sinaeg hengounel: 北部灣; Pinyin: Běibù Wān), en em led war e-tro 480 km war 240 km, etre Sina ha Viêt Nam. Bas eo an dour ennañ (nebeutoc'h eget 60 metrad donder) ha brec'h suañ Mor Su Sina eo, anezhañ ul lodenn eus meurvor Habask. Er pleg-mor en em daol ar stêr Ruz. Beihai (Sina) ha Haiphong (Viêt Nam) eo ar porzhioù pennañ outañ. Emañ enez sinaat Hainan er pleg-mor. Inizi sinaat all, bihanoc'h, zo er pleg-mog, evel Weizhou.

Peurliesañ e vez graet Vịnh Bắc Bộ ("pleg-mor ar reter") pe Vịnh Hải Nam ("pleg-mor Hainan") eus ar pleg-mor gant Vietnamiz. An anv Tonkin, skrivet 東京 e sinaeg, ha Đông Kinh e vietnameg a-vremañ, a dalvez "kêr-benn ar reter". Anv kozh kêr Ha Noi, kêr-benn Viêt Nam eo. Implijet e vez dres an hevelep lunioù evit skrivañ an anv "Tōkyō", kêr-benn Japan.

E miz Eost 1964, e voe embannet gant prezidant Stadoù-Unanet Amerika, Lyndon B. Johnson, e oa bet tennet gant lu norzh Viêt Nam war daou eneptorpeder stadunanat e pleg-mor Tonkin. Daoust ma voe eus an dagadenn gentañ e voe prouet war-lerc'h ne oa ket bet a eil dagadenn. Hiziv e vez graet gwalldaol pleg-mor Tonkin eus an darvoud-se a zisorc'has war un empleg digor eus nerzhioù SUA e brezel Viêt Nam, da-heul Diferadenn Pleg-mor Tonkin.