Pirc'hirinded da Enez Kythera
"Pirc'hirinded da Enez Kythera" (Pèlerinage à Cythère an anv gallek orin) zo anv ul livadur diwar zorn al livour gall Antoine Watteau e 1717, ha kinniget gantañ evel taolenn da vezañ degemeret en Akademiezh real al livañ hag ar c'hizellañ. Degemeret e voe en Akademiezh, ha krouet e voe a-ratozh-kaer ar rummad festoù galanterezh. Al livadur a c'haller gwelout hiziv an deiz e Mirdi al Louvre.
Un adskeudenn gwall zisheñvel a voe livet gant Watteau e 1718, anvet L'embarquement pour Cythère ("Lestrañ war-du Kythera"). Perc'hennet e voe gant Frederig II Prusia. Hiziv an deiz ez eo diskouezet e kastell Charlottenburg e Berlin.
An dodenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En Henamzer e oa un templ da Afrodite en enez Kythera. Un arouez eus plijadurioù ar garantez e oa an enezenn.
Taolennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1717 : koubladoù o vont war-du ur vagig, ma weler daou zen prest da vont kuit ; liv glas ar mor hag an oabl, ha menezioù pell a weler en tu-kleiz.
- 1718 : n'eus mui na mor nag oabl en tu-kleiz, ma'z eus tud disheñvel diouzh re 1717 ha laez ul lestr bras ; gwez bras zo en tu-dehou.
Meur a arouez mojennel a weler :
- delwenn da Wener, doueez ar garantez ;
- bugale da aroueziñ Eros, doue ar garantez ;
- aros ar vagig kinklet gant ur grogenn.
Kenaozañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Watteau zo deuet a-benn da aozañ un daolenn gempouez dre an doare ma stalias an elfennoù a zo enni. An distabilded zo kempouezet gant linennoù serzh ar gwez hag ahel an delwenn.
- Livet prim e seblant an daolenn bezañ : n'eus na linennoù resis na bernioù ; damdresoù zo kentoc'h.
- Livioù tomm (aour-roz) ha re yen (gwer ha glas) a gaver.
- Diskemmoù ha derezioù er gouloù zo, da aroueziñ bannoù an heol e fin an deiz.
Ster an oberenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a arouez orgedus a c'haller gwelout :
- ar skavig dezhañ stumm ur gwele
- Ar c'houbladoù o vriata a zo arouezius eus ar garantez : mont da Gythera a dalvez kement ha mont da enezenn ar plijadurioù hag ar garantez.
Ar c'hizeller Auguste Rodin a gave dezhañ e oa bet savet gant Watteau un arvest c'hoariva da ginnig tri ober kaset gant ar c'houbladoù :
- kinnig hag aspedenn a-berzh ar paotr d'ar vaouez a zo en entremar hag a ziskouez bezañ diseblant ;
- asant ar garedig kendrec'het ;
- ar c'houblad oc'h en em reiñ.
Kevrinus eo aergelc'h an daolenn :
- ne weler enezenn ebet ;
- ar gouloù hag an damsklêrijenn zo arouezius ur pardaez : ne ouezer ket ha kroget eo ar birc'hirinded pe get ; kuzhet eo ivez sklaerder an nevezamzer, arouez ar garantez ;
- displann eo doare ar c'houbladoù a zo en tu-dehou : etre dale, karantez, entremar ha displedoni emaint.
Arouezioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa seller ouzh an daolenn ne c'haller ket gouzout hag-eñ emañ an dud o paouez en em gavout war an enezenn, pe hag-eñ emaint o vont d'he c'huitaat.
Arouezioù hoalerezh ar garantez eo an tri c'houblad a weler en dalenn gentañ. A zehou da gleiz :
- ar meuleudi seven : ur paotr yaouank a sach war sae ar vaouez yaouank, evel pa gemennfe dezhi ez eo krog an holaerezh ;
- ar bedadenn da zañsal : war e sav emañ ar galant, tapout a ra daouarn ar vaouez hag e kinnig dezhi mont en he sav ;
- ar briata : daoust d'ar vaouez sellout en a-dreñv (keuz eus an enezenn pe eus he dibreder a-raok an emouestlañ er garantez ?) ; ur c'hi zo gant ar c'houblad : a-wechoù e lavarer ez eo un arouez orgedus, pe un arouez eus ar fealded.
Ne c'haller ket dielfennañ an daolenn en un doare kefredel : barzhoniel eo, traken. Ur barzh hag un hunvreer e oa Watteau. Ne ziskouez tamm enebiezh etre ar renkadoù a weler : brientinien ha tud ar bobl a weler mesk-ha-mesk. Heñvel ouzh bed ar c'hoariva eo an daolenn, awenet m'eo bet al livour gant commedia dell'arte.
A-wechoù e vez lavaret e talvez kuitaat Kythera kement ha dilezel plijadurioù an hoalerezh ha degemer re ar garantez-korf, evel tremen eus un hunvre d'ar gwirvoud.