Pietro Bembo
Pietro Bembo (Venezia, 1470 – Roma, 1547) a oa kardinal, skrivagner, barzh, yezhadurour, troour italian. Diazezañ a reas an italianeg skrivet ha brudañ skridoù Petrarca.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa e Venezia e 1470. Mab e oa da Bernardo Bembo, un diplomat veneziat eus uhelañ tiegezhioù ar Republik, ha d'e bried Elena Morosini. Troet-kaer e oa e dad gant al lennegezh, ken en doa lakaet sevel ur monumant d'ar barzh Dante en e gêr a Ravenna. Abred e voe taolet evezh ouzh speredegezh ar bugel. Pa voe kaset e dad da gannad da Firenze ez eas Pietro d'e heul, hag eno e pegas karantez ennañ ouzh an toskaneg, ar yezh a skrivo hiviziken, e-lec'h hini e gêr c'henidik.
E miz Mae 1492 ez eas gant e gamarad Angelo Gabriele, da studiañ gregach da Sikilia, da gêr Messina, dindan Costantino Lascaris (1434-1501). Eno e chomas betek 1494. Adalek an amzer-se e kenskrivas gant lenneien an enez, en o zouez Maurolico (1494-1575). Distreiñ a reas ac'hano da Venezia gant e vignon nevez Cola Bruno (1480-1542). E Venezia e kenlabouras gant Aldo Manuzio, hag e 1495 e reas war-dro embann yezhadur gregach C. Lascaris (anvet Erotemata) a oa bet degaset gant e genstudier Angelo Gabriele hag eñ eus Messina. Berzh a reas e levr latin De Aetna ad Angelum Gabrielem liber (embannet gant A. Manuzio, e Venezia, e 1495), ma kont e chomzadenn e Sikilia hag e droiad krapañ war-lein ar menez Etna.
Loreet e voe Pietro Bembo e skol-veur Padova ha mont a reas da studiañ da lez Ferrara (1497-1499) hag a oa deuet da vezañ ur greizenn lennegezh ha sonerezh a bouez. Eno en em gavas gant Ariosto hag e stagas da skrivañ e levr, Gli Asolani, un diviz diwar-benn ar garantez ha penaos ober al lez. Barzhonegoù al levr a oa savet e doare Boccaccio ha Petrarca, ha kanet e voent er XVIvet kantved. Bembo a gave gwell klevout ur vaouez o kanañ anezho en ur seniñ al lud, ur blijadur a voe roet dezhañ gant Isabella d'Este e 1505, ma kasas dezhi ur skouerenn eus e levr.
E 1502 ha 1503 edo adarre e Ferrara, hag un darempred a garantez en doe gant Lucrezia Borgia, gwreg an danvez dug Alfonso d'Este. En amzer -se e oa savet brezel etre Ferrara ha Venezia diwar-benn mestroni Polesine, Rovigo ha marc'had an holen ("guerra del sale"). Mont kuit ac'hano a reas d'ar c'houlz ma tegouezhas Josquin des Prez da sonaouzour ofisiel Ercole Iañ d'Este er chapel, ma tremenas hebiou d'ar vosenn a skubas un darn vat eus kêriz e 1505, ha hini ar sonaozour Jacob Obrecht en o zouez.
Etre 1506 ha 1512 edo o chom en Urbino, hag eno eo e stagas Bembo da skrivañ e levr pouezusañ, un arnodskrid diwar-benn penaos sevel barzhoniezh en italianeg, Prose della volgar lingua, goude ma ne voe embannet nemet kalz diwezhatoc'h, e 1525. E 1513 ez eas da Roma da-heul Giulio de' Medici, a zeuas da vout pab evel Klemez VII. E Roma e teuas da vout sekretour ar pab Leon X. E 1514 e teuas da vout marc'heg en Urzh Malta. Pa varvas ar pab e 1521 ez eas war e leve, fallik e yec'hed, ha mont da c'hom da Badova ma vevas meur a vloavezh c'hoazh, a dremenas o skrivañ.
E 1525 a-benn ar fin e voe embannet e oberenn. E 1530 e voe anvet da istorour ofisiel Republik Venezia, e vro c'henidik, ha prestik goude da levraoueger iliz-veur Sant Vark. D'an 20 a viz Kerzu 1538 e voe anvet da gardinal in pectore gant ar pab Paol III ha Bembo da Roma adarre. Bloaz goude e voe beleget en Urzh Malta.
Mervel a reas e Roma da 77 vloaz ha beziet e voe en iliz Santa Maria sopra Minerva, evel ar pab en enoras.
E oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn](trasportati anche in quella volgare):
- De Ætna, en latin, embannet e Venezia gant Alde Manuce, en C'hwevrer 1495;
- savet e doare Cicero (ciceroniani a veze graet eus an dud a glaske adsevel an doare da skrivañ awenet gant ar glaselezh roman, hini Marcus Tullius Cicero e komz-plaen ha hini Virgilius er varzhoniezh.
- Le prose della Volgar Lingua en 1525.
- E oberennoù zo bet embannet
- e Basel e 1567, e 3 levrenn in-8,
- hag adarre en o fezh e Venezia en 1729, 4levrenn in-folio. En o zouez:
- barzhonegoù italianek ha latin (sonedennoù, canzone, hag all), e doare Petrarca ; lod a voe kanet er XVIvet kantved ha brudet evel-se
- divizoù db ar garantez (Gli Asolani), skrivet e kastell Azola.Troet hag embannet en galleg gant Jean Martin e Pariz, e 1545.
- un Istor Venezia en latin,
- lizhiri e-leizh.