Mont d’an endalc’had

Pierre Noury

Eus Wikipedia
Pierre Noury

Pierre Noury (15 Mae 1743 - 25 Gouere 1804) zo ur beleg katolik ha skrivagner brezhonek.

Genidik e oa eus Laozag e Bro-Gwened. Beleget e voe e 1767, hag anvet da berson e Begnen e 1770. Person Begnen e oa pa darzhas an Dispac'h Gall. Tec'hout a reas kuit ha kavout repu en Euskadi da gentañ hag e Portugal da c'houde. Distreiñ a reas da Vreizh, ha da Vegnen e dibenn 1801. Anvet e voe da berson en iliz-veur Gwened e 1802 ha mervel a reas eno daou vloaz goude.

Sevel a reas kalz prezegennoù, kantikoù ha skridoù relijiel all, hag a zo chomet diembann an darn vrasañ anezho. Troet en devoa ar Bibl en brezhoneg, met diembann eo chomet e Histoire er Hoh Testament hag e Histoire en Testament neué. Gantañ eo bet savet ar c'hantik Pezh trouz zo ar en douar.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Erlannig, Pierre Nourry, Recteur de Bignan (1743-1804), Sant-Brieg, Les Presses Bretonnes, 1978.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]