Pierre Brice

Eus Wikipedia

Pierre Brice, ganet e Brest e 1929, a oa un aktour breizhat hag en devoa kemmet e wir anv, Pierre Louis Le Bris, hag a oa brudet en Alamagn dre ma c'hoarias an indian Winnetou e meur a film.

Da 19 vloaz ez eas da vrezeliñ en arme c'hall e brezel Indez-Sina, ha goude e brezel Aljeria. Etre 1962 ha 1968 en doa c'hoariet e-barzh unnek film alaman savet diwar levrioù ar skrivagner Karl May, hag enno e c'hoarie Winnetou.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]