Mont d’an endalc’had

Pierre-Emmanuel Barré

Eus Wikipedia
Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-mañ
 

Pierre-Emmanuel Barré, ganet e Kemperle e 1984, zo ur fentigeller gall damvrudet, kronikour radio ha skinwel. Gant ar fent du-pod eo sot, ha lakaat a ra ar selaouerien da dridal. Lavaret a ra kriz ha didroidell an traoù hep pilpouzerezh, pe e c'hoari gant miltabou ar gevredigezh, fent hudur a-wechoù. Tremen a rae en abadenn Charline Vanhoenacker e France Inter. Bet eo en hini Nagi ivez.

Goude studioù war ar vevoniezh e Roazhon, e yeas kuit evit mont da heuliañ kentelioù ar Cours Florent e Pariz adal 2002. C'hoariet en doa e-barzh pezhioù-c'hoari evel Richard III gant William Shakespeare, On purge bébé gant Georges Feydeau pe TOC ha Dépression Très Nerveuse gant Augustin d'Ollone.

Full Metal Molière (2007) ha gant seul-en-scène Pierre-Emmanuel Barré est un sale con (2011). Dalc'het en doa ur gronikenn etre 2012 ha 2017 war France Inter : On va tous y passer hag er Bande originale. Perzh a gemeras e Canal + etre 2013 ha 2015 en abadenn La Nouvelle Édition a-raok adkavout an abadenn Folie passagère war France 2.

D'ar 26 a viz Ebrel 2017, d'ar mare ma oamp etre an div dro evit dilennadegoù prezidant Frañs, pa oa enebet Emmanuel Macron ouzh Marine Le Pen, e roas un taol kleze en dour en ur zifenn strollad an dud ha ned eont ket a-dreñv ar rideoz evit silañ an tamm paper ha dilenn roue nevez ar Frañs: an anvouezherien. D'an ampoent-se e tibabas skampañ kuit diouzh France Inter.

En ur c'houblad emañ gant ar ganerez GiédRé (a orin Letonadez) ha bevañ a reont e bro Cévennes. Houmañ, ken trelatet hag egile, ken kriz, ken drol, ken iskis, ken diduellus d'ar selaouerien. Da vare ar c'hovid e reas sketchoù war ur chadenn Youtube.