Phantasy Star I

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Phantasy Star
Phantasy Star box art, Japanese version
Developer(s) RD4
Publisher(s) Sega
Designer(s) Rieko Kodama (Executive Design; as Phoenix Rie)
Yuji Naka (Lead programmer)
Platform(s) Sega Master System
Sega Mega Drive (Japan Only)
Sega Saturn (Japan only)
Game Boy Advance (US and Europe)
Release date(s) Japan December 20, 1987
Patrom:Country data USA 1988
Patrom:Country data EU 1988
Genre(s) RPG
Mode(s) Single-player
Media/distribution 4 megabit Cartridge
            Patrom:Italic title

Phantasy Star (ファンタシースター, Fantashī Sutā e japaneg) eo epizodenn kentañ un heuliad sega brudet tre a vez graet memes mod diouti. Embannet eo bet evit ar Sega Master System e Bro-Japan d'an 20 a viz Kerzu 1987. Embannet eo bet ivez evit ar Sega Mega Drive, met e Bro-Japan nemetken, hag evit un embannadur termenet. Diwezhatoc'h eo bet embannet e daou zaspunerezh evit ar Sega Saturn and evit ar Game Boy Advance anvet The Phantasy Star Collection.

Notennoù teknik, priz[kemmañ]

Er Stadoù Unanet e oa bet gwerzhet 69$99. Neuze e oa ar c'hoari-bideo ar c'herañ a oa bet gwerzhet evit poent.4mb e oa ar gartouchenn, da lavaret eo 16 gwech muioc'h eget ur gartouchenn Master System voutin. Tu a oa da savetiñ 5 c'hoari gant ar gartouchenn.

Istor[kemmañ]

Alis a zo lazhet he breur, Nero, gant soudarded Lassic, mestr ar blanedenn Palm. Ret e vo da Alis dialañ e varv. C'hoarvezout ar an istor en ur c'hoskoriad anvet Algol. Beajet e vo ganti a blanedenn da blanedenn ha tamm ha tamm e vo dizoloet eo breinet ar c'hoskoriad gant ur boud, un nerzh galvet Dark Force. Goude bezañ trec'het Lassic e vo ret d'Alis hag d'he mignoned stourm a-enep Dark Force.


Tudennoù[kemmañ]

Alis Landale[kemmañ]

Odin

Ur plac'h 15 bloaz eo Alis Landale (pe Alisa Landeel e Japaneg). gouronez ar c'hoari eo. ret eo dezhi dialañ marv he breur. Gant e anal diwezhañ e lavar Nero ( ar breur) da vont e darempred gant Odin a c'hallo sikour anezhi. Stourm a ra Alis gant ur c'hleze. gouzout a ra ober gant stobinellerezh pareañ.

Myau[kemmañ]

Myau

Myau a zo kompagnun kentañ Alis. Evel ur c'hazh eo met er fin eo ur "musk". En em gavet vo gat Alis en ur stal loened. Speredek ha gouest da gomz eo. E penn kentañ e klasko gwerzher ar stal da werzhañ anezhañ ker-ruz met eskemmet e vo gant ur pod lakonian. Mignon gant Odin eo Myau ha ret eo dezhañ mont da sikour anezhañ peogwir eo bet maenet gant ur grouadurez anvet Medusa. Gantañ eman al louzoù a-benn pareañ Odin met n'eo ket evit digor ar voutailh peogwir n'en deus ket daouarn. Neuze e vo sikouret gant Alis. Stourm a ra gant skilfoù.

Odin[kemmañ]

Odin

Odin (Tylon er version japaneg) zo paotr kreñv ar strollad. Gouest eo d'ober gant armoù n'int ket evit Alis met n'hall ket implij strobinellerezh ebet. Lod e vo eus ar strollad goude bezañ savetet gant Alis ha Myau. Ouzhpenn klezeoù, bouc'halioù, skouedoù eo gouest d'ober gant fusilhoù, a zo armoù efedus er c'hoari peogwir ne c'hwitont ket o gwennoù gwech ebet.

Lutz (Noah)[kemmañ]

Lutz

Lutz (pe Lutsu; adanvet "Noah" en troidigezh orinel met adlakaet da "Lutz" evit an daspunerezhioù diwezhañ. An tudenn diwezhañ da adstollañ ar strollad.Un Esper galloudus eo. Deskard Tajim eo ha gouest eo d'ober gant meur a sordoù efedus-tre. Neoazh eo rok anezhañ. E penn-kentañ e vo nac'het da vont gant ar strollad. Met goude bezañ lennet ul lizher eus ar gouarner e asanto da vont gant Alis hag he kumpagnuned. Kontrol Odin eo. N'eo ket dreist e-keñver an emgann korfel met kreñv-tre gant stobinnelerezh. Tamm ha tamm e teuio da vezañ an tudenn gwelañ

Enebourien pennañs[kemmañ]

Reipard La Shiec (Roue Lassig)[kemmañ]

La Shiec


Patrom:Phantasy Star series

Alis(e penn-kentañ) hag he mignoned
Lassic, ar penn-enebour

Phantasy Star a zo ur c'hoari video deuet er-maez war ar Sega Master System 1987. Ur c'hoari video RPG eo.


Istor[kemmañ]

Alis a zo lazhet he breur gant Lassic, mestr ar blanedenn Palm. Ret e vo da Alis dialañ marv he breur. Tamm-ha-tamm e vo dizoloet eo breinet ar blanedenn gant ur boud, un nerzh galvet Dark Force. Goude bezañ trec'het Lassic e vo ret d'Alis hag d'he mignoned stourm a-enep Dark Force.

Heuliad Phantasy Star[kemmañ]

Epizodenn gentañ un heuliad hir eo hemañ, heuliad Phantasy Star.


Skeudennoù[kemmañ]

Ps ps1.gif Ihave.gif Iwill.gif Ps mad1.gif Ps nero1.gif