Sega Saturn
Neuz
Sega Saturn
| Iskevrennad eus | letrin c'hoari |
|---|---|
| Rann eus | fifth generation of video game consoles |
| Raklec'hiet gant | Mega Drive |
| Heuliet gant | Dreamcast |
| Deiziad embann | 22 Du 1994, 11 Mae 1995, 8 Gou 1995 |
| Bet kinniget evit | Golden Joystick Awards − Best Gaming Hardware of All Time |
| Saver | Sega |
| CPU | SH-2 |
| Discontinuation date | 2000 |
| Deskrivet en URL | https://www.copetti.org/writings/consoles/sega-saturn/ |
| Online service | Sega Net Link |

Sega Saturn (Japaneg: セガサターン Sega Satān) a oa ul letrin c'hoari 32bit embannet gant Sega. Embannet e oa bet d'an 22 a viz Du 1994 e bro Japan, an 11 a viz Mae 1995 er Stadoù-Unanet hag an 8 a viz Gouhere 1995 en Europa. Stumm ar c'hoarioù a oa dreist-holl reoù arcade ha reoù adsavet, ar savennn a implije ar stumm CD-ROM.
Krog e oa bet al labour War ar Sega Saturn e 1992, kemmet e oa bet stumm ar c'heflisker c'hoari e 1994 evit dont a-benn da dalañ ouzh ar PlayStation gant Sony a oa da vezañ embannet. Ar Saturn en doa graet berzh e-penn kentañ e bro Japan met ur c'hwitadenn e vezo dre ma chomo hep gwerzhadennoù uhel e Stadoù-Unanet Amerika memes ma oa bet embannet e Mae 1995 pevar miz a-raok an deiziad embann a oa bet lakaet da ofisiel.
