Phantasy Star I

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Phantasy Star)
Phantasy Star I
c'hoari video
HeuliadC'hoarioù Phantasy Star Kemmañ
Heuliet gantPhantasy Star II Kemmañ
TachennRPG Kemmañ
Ti-embannSega Kemmañ
Bro orinJapan Kemmañ
Deiziad embann20 Kzu 1987 Kemmañ
Game artistRieko Kodama Kemmañ
DiorroerSega Kemmañ
ProgrammerYuji Naka Kemmañ
SavennSega Master System Kemmañ
C'hoariustedC'hoari video unc'hoarier Kemmañ
Input devicegamepad Kemmañ
Diaz embannROM cartridge Kemmañ
CERO ratingA (All ages) Kemmañ
Renkadur ESRBEveryone 10+ Kemmañ
PEGI ratingPEGI 7 Kemmañ
Renkadur USKUSK 12 Kemmañ
Endro e-lec'h e tispakfictional planet Kemmañ

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Phantasy Star I (japaneg : ファンタシースター Fantashī Sutā) eo rann gentañ un heuliad Sega brudet-tre a vez graet memes mod diouti. Embannet eo bet evit ar Sega Master System e Japan d'an 20 a viz Kerzu 1987. Embannet eo bet ivez evit ar Sega Mega Drive, met e Japan nemetken, hag evit un embannadur termenet. Diwezhatoc'h ez eo bet embannet e daou zaspunerezh evit ar Sega Saturn and evit ar Game Boy Advance anvet The Phantasy Star Collection.

Notennoù teknik, priz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er Stadoù-Unanet e oa bet gwerzhet $69,99. Neuze e oa ar c'hoari-video kerañ a oa bet gwerzhet evit poent ; 4 Mb e oa ar gartouchenn, da lavaret eo 16 gwech muioc'h eget ur gartouchenn Master System voutin. Tu a oa da savetiñ 5 c'hoari gant ar gartouchenn.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lazhet breur Alis, Nero e anv, gant soudarded Lassic, mestr ar blanedenn Palm. Ret e vo da Alis dialañ e varv. C'hoarvezout a ra an istor e koskoriad ar steredenn Algol. Beajet e vo ganti a blanedenn da blanedenn ha tamm-ha-tamm e vo kavet ez eo breinet ar c'hoskoriad gant ur boud, un nerzh anvet Dark Force ("Nerzh Teñval").

Goude bezañ trec'het Lassic e vo ret da Alis ha d'he mignoned stourm a-enep an Dark Force.

Tudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Alis Landale

Ur plac'h 15 vloaz eo harozez ar c'hoari, Alis Landale (a zo Alisa Landeel e japaneg). Ret eo dezhi dialañ marv he breur Nero. Gant e anal ziwezhañ e lavar Nero mont e darempred gant Odin a c'hallo sikour anezhi. Stourm a ra Alis gant ur c'hleze. Gouzout a ra ober gant stobinellerezh pareañ.

Myau

Kompagnun kentañ Alis eo Myau. Evel ur c'hazh eo met er fin ez eo ur musk. En em gavet eo gant Alis en ur stal loened. Speredek ha gouest da gomz eo. Er penn-kentañ e klasko gwerzher ar stal e werzhañ ker-ruz met eskemmet e vo gant ur pod lakonian. Mignon gant Odin eo Myau ha ret eo dezhañ mont da sikour anezhañ peogwir eo bet maenet gant ur grouadurez anvet Medusa. Gantañ emañ al louzoù evit pareañ Odin met n'eo ket evit digeriñ ar voutailh peogwir n'en deus daouarn ebet. Neuze e vo sikouret gant Alis. Stourm a ra gant skilfoù.

Odin

Paotr kreñv ar strollad eo Odin (Tylon en doare japanek). Gouest eo d'ober gant armoù n'int ket evit Alis met n'hall ket implijout strobinellerezh ebet. Lod e vo eus ar strollad goude bezañ bet savetet gant Alis ha Myau. Ouzhpenn klezeier, bouc'hili, skoedoù ez eo gouest d'ober gant fuzulhoù, a zo armoù efedus er c'hoari peogwir ne c'hwitont ket o gwennoù gwech ebet.

Lutz (Noah)

Tudenn diwezhañ ar strollad eo Lutz (Lutsu e japaneg ; adanvet Noah en droidigezh kentañ met adlakaet da Lutz evit an dastumadoù diwezhañ). Un Esper galloudus eo. Deskard Tajim eo, ha gouest eo d'ober gant meur a varr efedus-tre. Rok eo Lutz avat. Er penn-kentañ e nac'h mont gant ar strollad, met goude bezañ lennet ul lizher eus ar gouarner ec'h asant mont gant Alis hag he c'hompagnuned. Kontrol Odin eo Lutz : n'eo ket dreist e-keñver an emgann korfel met kreñv-tre eo gant strobinellerezh. Tamm-ha-tamm e teuio da vezañ an dudenn wellañ.

Enebourien bennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Reipard La Shiec

Tudenn fall ar c'hoari eo "Roue Lassig" (King Lassic en droigigezh saoznek kentañ). Ur rener madelezhus war Algol e oa gwechall, met breinet ez eo bet gant un nerzh diaoulek kent treiñ d'e servijer. E rann nevez e ren ez kresket an telloù, hag euzhviled a gantren en o frankiz dre ar planedennoù. Da reuzeudik ez eo troet buhez annezidi Algol, met didruez e vez lazhet gant Robotcops (robotoù-polis) kement den a gred sevel a-enep ar "roue".

Dark Force

Gant Dark Force ez eo bet breinet Reipard La Shiec. Goude-se e vreinas ivez gouarnour Motavia, en doa skoazellet Alis en he c'hlask. Eñ eo pennrener ar c'hoari en diwezh.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]