Petit Papa Noël
Petit Papa Noël zo ur ganaouenn c'hallek savet e 1944 ha kanet gant Xavier Lermercier ; pedenn ur bugel a c'houlenne distro e dad a oa prizoniad en Alamagn e oa, war un ton aozet gant Henri Martinet (1904-1968).
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daou vloaz goude, e 1946, e voe klevet Tino Rossi (1907-1983) o kanañ ar ganaouenn er film Destins[1] ; heñvel e oa ar son, hogen adskrivet e oa bet ar c'homzoù gant Raymond Vincy (1909-1985) evit lemel pep meneg eus an Eil Brezel-bed.
Er bloaz war-lerc'h, e 1947, ar ministr Marcel-Edmond Naegelen a venne stourm ouzh ar c'hantikoù Nedeleg relijiel klevet en amzer gouarnamant Vichy, a strivas da vrudañ ar ganaouenn evel ur c'hantik direlijiel[2],[3].
Kanerien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kalz kanerien, gallegerien dreist-holl, o deus bet kanet ar ganaouenn:
- Karine et Rebecca, ar ganerien virtual Pinocchio ha Marilou, Chantal Goya, Dorothée, Thierry Gali, Henri Dès, hag ivez Dalida, Mireille Mathieu, Roberto Alagna, Claude François, Michèle Torr, Jack Lantier, Trust,
- eus Gres : Nana Mouskouri,
- eus Kebek : Céline Dion, Roch Voisine, Nicole Martin, Marie Michèle Desrosiers, ha re all …
- eus Alamagn : Boney M., Nicole (1984), Claudia Jung (1996), Saphir Blanc (2010), Rolf Zuckowski,
- ar Stadunanad Josh Groban,
- Mary J. Blige, kanerien Kor an Arme Ruz, lazoù-kanañ bugale ar Bolchoi, Coumba Gawlo, Gloria (Kids United) en albom L'esprit de Noël,...
... ouzhpenn Tino Rossi, a werzhas muioc'h a bladennoù 45 tro eget nikun e Bro-C'hall gant ar ganaouenn-se.