Nicole
Nicole zo un anv-badez gallek, hag a vez roet d'ar merc'hed er broioù gallek hag ivez en Alamagn .
Abaoe an XXvet kantved e vez kavet ivez hag e Stadoù-Unanet Amerika, deuet marteze dre levezon skinwel Kanada ha merc'hed Kebek.
Bez eo stumm gwregel an anv gallek Nicolas, par d'an anv brezhonek Nikolaz.
Adstummoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Nicolette, e galleg
E yezhoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- En italianeg e kaver Nicola evel anv-paotr, e kichen an anv Niccolò .
- Nicoletta eo an anv-plac'h.
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

- Nicole de Blois, pe de Châtillon, pe d'Avaugour (1434-1479), kontez Pentevr, a voe prenet he gwirioù war dugelezh Breizh gant ar roue gall Loeiz XI
- Nicole de La Chesnaye, skrivagnerez c'hallek er XVvet kantved
- Nicole de Lorraine (1608-1657)
XXvet ha XXIañ kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

- Nicole Chollet (1914-2003), aktourez (c'hoariva, sinema ha skinwel) c'hall
- Nicole, anv-micher Denisse Lilian Laval Soza, kanerez chileat
- Nicole Garcia, aktourez c'hall
- Nicole Hohloch, kanerez alamanek anavezet ivez evel Nicole, gounezet ganti priz an Eurovision en 1982.
- Nicole Kidman, aktourez aostralian
- Nicole Scherzinger, kanerez stadunanat
- Nicole Vaidišová, c'hoarierez tennis tchek.

Evel anv-tiegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Anavezet eo Nicole evel anv-tiegezh e Suis dreist-holl, ha kar eo d'an anv-tiegezh all Nicol, anavezet mat e Breizh.
- Gaston Nicole (XXvet kantved), kazetenner suis
- Léon Nicole (1887-1965), politikour suis
- Pierre Nicole (1625-1695), doueoniour gall
Lec'hioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Nicole zo ur gumun e departamant gall al Lot-et-Garonne, ha n'ouzer ket ar stumm okitanek.
Sonerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Nicole pladenn embannet e 1973 gant Hugues Aufray