Persia
Neuz
(Adkaset eus Pers)
Persia (ἡ Περσίς hê Persis’ e gregach) eo an anv deuet diwar yezh tud Hellaz kozh, en Henamzer eta, hag a veze graet ganto eus an douaroù gouarnet gant rouaned ac'hamenid[1].
Anv kozh Iran eo ivez.
Gant ar rouaned Darius Iañ ha Kserkses Iañ e voe kresket ar vro betek dont da vezañ ar vro vrasañ anavezet biskoazh en amzer-se.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Xvet kantved kent JK : poblet eo ar gompezenn iranat gant an Arianed en hanternoz hag er Fars, gant ar Veded er c'hornôg.
- war-dro -750 : savet eo rouantelezh ar Veded gant Déjocès, hag Ecbatane eo ar gêrbenn anezhi.
- -612 : kemeret Ninive gant ar Veded, ma kouezh an impalaeriezh asirian .
- -552 : Deuet eo Pers da vout ur rouantelezh dizalc'h dindan ar roue Cyrus II.
- -550 : Cyrus II a zistruj Impalaeriezh ar Veded hag a sav an impalaeriezh pers : en em astenn a raio-hi eus Mor Egea betek an Indez, eus Egipt da Afganistan. Ganedigezh Darius Iañ , roue Pers, † 486 kent JK.
- -522 : Goude marv Cambyse, e kemeras Gaumata ar galloud oc'h ober an neuz da vezañ ar roue chomet bev ; lazhet e voe gant jeneraled kaset gant Darius a zeuas da vout roue evel Darius Iañ, roue Pers betek 486 kent JK.
- -518 : Emeur o sevel Hent ar roue a-hed 2 683 km a-dreuz an impalaeriezh pers.
- -490 : faezhet eo bet Persed ar roue Darius gant ar C'hresianed unanet en emgann Marathon ; honnezh eo heverkañ abadenn ar c'hentañ brezel medek.
- -486 : marvet eo Darius Iañ, roue Pers. Ar roue Kserkses Iañ a reno betek - 465.
- -482 : Evit mougañ un emsavadeg enep ar galloud pers e Babilon e voe lakaet distruj temploù kêr gant Kserkses.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Ar vro anvet Pars, Pārsa- en henberseg, Pārs en krennberseg, zo ur vroig en-dro da Bersepolis.