Perifetes
Neuz
Perifetes (henc'hresianeg : Περιφήτης) a oa anv meur a zen e mojennoù Hellaz kozh.
Ar ramz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Perifetes, pe Korynetes ("douger an horzh"), a oa ur ribler, un horzh gantañ dalc'hmat, hag ur ramz kamm anezhañ evel e dad, Hefaistos. Antikleia e oa vamm. Hervez mojennoù all e oa mab da b-Poseidon.
E kêr Epidauros edo o chom, hag eno e vadaoue hag e laere ar veajourien en me gave gantañ gant e horzh.
P'edo an haroz Theseüs o vonet da Aten e lazhas an hailhevod hag e kasas e horzh gantañ.
Tud arall
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ouzhpenn ar ramz-se a voe dezhañ an anv Perifetes avat:
- ur c'habiten eus Troia a varvas dindan taolioù Teukros, mab da d-Telamon.
- ur c'habiten eus Mykenai mab da g-Kopreos. Lazhet e voe, hag eñ brezelour ampart, gant Hektor e brezel Troia.
- ur mab ganet da Nyktimos, roue Arkadia, gant ur pried kleiz, rak hennezh n'en doa bet nemet ur verc'h (Filonome), digant e wreg Arkadia. Gant se eo e genderv Arkas, mab da g-Kallisto, a voe roue war e lerc'h.