Penniliz San Vitale Ravenna
Penniliz Sant Vitale (italianeg: Basilica di San Vitale) a zo un iliz italian bet savet er VIvet kantved, lec'hiet e Ravenna, en Emilia-Romagna. Bez eo unan eus ar monumantoù heverkañ da geñver arz an Impalaeriezh Vizantat]] en Europa ar C'hornôg. Brudet eo evit un hollad mozaikennoù eus ar VIvet kantved.
Enskrivet eo bet gant monumantoù all eus ar gêr war listenn glad bedel an Unesco.
Ar chapel: al lodenn nemetañ chomet a orin eus mare Justinian Iañ.