Penmaen Dewi

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Penmaen Dewi
Coetan Arthur

Penmaen Dewi (St David's Head e saozneg) zo ur c'hab e mervent Kembre, e Sir Benfro. Lakaat a reer ar beg-douar-se da vezañ bevenn su Mor Iwerzhon[1].

Tost eo da gêr Tyddewi ha merkañ a ra ivez bevenn su Bae Ceredigion. Er c'hreisteiz d'ar beg-douar emañ traezhenn Porth Mawr ha, pelloc'h, Ynys Dewi. Pelloc'h c'hoazh emañ Bae Sain Ffraid. Perc'hennet eo ar beg-douar hag an douaroù tro-dro gant an National Trust.

Un toullad aspadennoù a ziskouez e oa annezet al lec'h pell-pell zo : rivinoù ur c'hreñvlec'h eus Oadvezh an Houarn, roudoù parkeier eus an Neolitik, taol-vaen Coetan Arthur[2].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. C.Michael Hogan. 2011. Irish Sea. eds P.Saundry & C.Cleveland. encyclopedia of Earth. National Council for Science and the Environment. Washington DC
  2. Proceedings of the Prehistoric Society, Volume 67, 2001

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]