Paul Sérusier

Eus Wikipedia
Paul Sérusier

Paul Sérusier, livour gall, ganet e Pariz e 1864, marvet e Montroulez e 1927. Livour post-impresionist eo bet da gentañ, a-raok sevel ha kas en dro an emsav anvet an "Nabied" (pezh a dalvez kement hag "ar Brofeded" en hebraeg). E Breizh eo ma kav e hent ha ma ya ar pellañ evit kavout e dro-livañ : e Pont-Aven da gentañ e-lec'h ma tarempredas arzourien evel Gauguin hag e vandennad ha da c'houde e Kastell-Nevez-ar-Faou hag en Uhelgoad. Den a genwerzh oa e dad, a laboure en industriezh ar c’hwezhvad. 1875 e voe degemeret e lise Condorcet e Pariz, ma teskas prederouriezh, gegach, latin kement hag ar skiantoù. 1885, e yeas tre en akademiezh Julian. Paotr hegarat anezhañ, buan a-walc'h e voe enno kamalad gant ar skolidi hag ar gelenerien. D'ar mare-se e skoulmas liammoù gant Maurice Denis, (livour Perroz).

Berrbad voe e dremen en ti pañsioun Gloaneg e Pont Aven, e-doug an hañv 1888, ma reas anaoudegezh gant Émile Bernard ha Paul Gauguin. Tostaat a reas dionte ha deskiñ livañ digant Paul Gauguin, ar mestr meur. Gant hemañ e voe broudet d'en em zizober diouzh rediennoù dreveziñ al livaj, implij livioù glan, birvidik, arabat chom war c’horre, ha dav eo krediñ mont en tu-hont dezhi hag klask skeudenniñ pezh a weler hervez e boell dezhañ e unan, a-fed kinklañ ha simbolioù. Gant Gauguin voe livet an daolenn « an Talisman » gant Seruz e voe kaset da ziskouez da Bariz, en o rouedadig arzourien. Diwar an divizioù maget gant e geneiled, e tivizas neuze Seruzier ober e soñj distreiñ da pont Aven er bloaz 1889, d’ober e annez gant Gauguin, Charles Filiger ha Meyer De Haan hag ar re all, e ti ar Pouldu, herbec’h Marie Henry a voe treuzfurmet tamm-ha-tamm en ur skwat arzourien.

Ganto e voe savet ar strollad nabis pezh a dalv « diouganer er yezh hebraeg ». Asambles e komzet a-zivout teoriennoù an arz, simbolism, kevrinouriezh, hag ezoteregezh. Tud oristal o faltaziañ kludet war ster ar vuhez, perak ar vuhez ? Deus pelec’h omp ? Da belec’h ez eomp ? En diskouezadegoù e kemeras perzh ha kas da benn kinkladurioù c’hoariva, e-ser kenlabourat gant "ar gelaouennig wenn". Tro 1896  e voe trenket ar soubenn, ha pep hini a yeas diouzh e du, evit derc’hel da labourat a-zeuvri pep hini war e raktresoù dezhañ.  

1891 e yeas kuit diouzh Pont aven hag ar Pouldu evit n em staliañ en Huelgoat, ma gejas gant Gabriella Zapolska: un aktourez Polonad. Livañ a reas pezh-mell tudennoù divent ha kadarn breizhad. Kemm a reas e baletenn-liv ha ne voe ket evit ober gant livioù glan ken, tapout a reas ar pleg da veskañ, e livioù gant un arliv gris. 1893 en em staljont gant  Gabriella Zapolska e Kastell-nevez-ar-Faou, ma voe e annez pennañ adal 1906 betek dibenn e vuhez. Deus e di lezanvet ganto an « Duchenn Glas » e c’helle arvestiñ ouzh gweledvaoù dorgenn pontadig hag ar Menez Du. Gantañ e voe kinklet an ti-se, gant livadurioù war dodenn ar relijion, pagan pe ezoterikel.

E Pariz e tremene ar goañvezhioù ma laboure gant e vignon Lugné-Poe, diazezour ar c’hoariva anvet l'Œuvre. Stank e oa an arzourien a laboure war kinkladurioù ar c’hoarivaoù d’ar c’houlz-hont. War al labourioù-se e klaske an arzourien eeunaat, sintetizañ o huelvennad en o oberennoù, dre veur a vod ezteurel.

Da Beuron, en alamagn, ez eas evit ober anaoudegezh gant frered ur gumuniezh kristen. Hervez o doa ar re-mañ un uhelvennad diwar-benn ar c’hened. Evito ne oa nemet tud soutil, ha lijer a c’helle dispak kuñvded ar vuhez. Plijet gant o safar meizadel, e tivizas livañ diouzh o deoriennoù, ha lakaat e pleustr o c’hredennoù diazezet war ar muzulh hag ar jediñ pizh. Meur a veaj a reas betek Beuron, evit kas da benn e daolioù arnod war al livañ. Enklask a reas war an arz egiptian, arz kentael italian, ha pallennerezh ar grenamzer, a vourre ganto, a-benn sevel oberennoù kinklañ. En akademiezh e Pariz e kelenne, adalek 1908. Dimeziñ a reas gant unan eus e skoliadezed bet, Marguerite Gabriel-Claude, brudetoc’h gant al lezanv Marguerite Sérusier. Gant Maurice Denis e voe profet ul livadur dezhi, dewezh an eured. 1921 ec’h embannas un ABCD livañ evit deskiñ penaos livañ. Ur c’hounskrid eus e studioù diwar-benn : “an arz, hag ar c’hened “ e oa en gwirionez.

Mervel a reas Paul Zeruzier d’ar 7 a viz Here 1927 e straedoù Montroulez, diwar un taol kalon, pa oa hemañ war an hent evit mont da weladenniñ e wreg gwall glañv en ospital. Ne oa ket brudet an arzour tamm ebet d’ar mare-hont, en abeg da se ne voe ket graet kalz a drouz dewezh e interamant. Ur vaen-kañv a voe treset gant e gamalad Maurice Denis, gant ur bust en arem eus penn Seruzier, hogen kizellet gant Georges Lacombe, ha staliet war e bez.

E oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Ar gouren, 1890-1891, Mirdi Orsay, Pariz
  • Natur divuhez ar c'horz-dour, 1904, Mirdi an Arzoù-kaer André Malraux, an Havr-Nevez
  • An Degemenn, 1905, Ti-kêr Gwengamp
  • Moizez hag ar bod loskidik, 1905, Ti-kêr Gwengamp
  • Adorasion an Tri Roue hag ar Vesaerien, 1905, Ti-kêr Gwengamp
  • Menez ar Pupli, 1907, Mirdi an Arzoù-kaer André Malraux, an Havr-Nevez
  • Ar Mesaer Corydon, 1913, Mirdi an Arzoù-kaer André Malraux, an Havr-Nevez
  • Eva vrezhon pe Melkoni, 1914, Mirdi Orsay, Pariz
  • Badeziant ar C'hrist, 1915, Iliz-parrez sant-Juluan, Kastell-Nevez-ar-Faou
  • Krist ouzh ar groaz, 1916, Iliz-parrez sant-Juluan, Kastell-Nevez-ar-Faou
  • An Dasorc'hidigezh, 1917, Iliz-parrez sant-Juluan, Kastell-Nevez-ar-Faou
  • Diorroidigezh ar Werc'hez, 1918, Iliz-parrez sant-Juluan, Kastell-Nevez-ar-Faou

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.