Paul Dupont des Loges
Paul Georges Marie Dupont des Loges, pe Paul Dupont des Loges, c'hoazh a oa un den a iliz bet ganet e Roazhon d'an 11 a viz Du 1804.
Beleget e oa bet gant an Aotrou an Eskob Claude-Louis de Lesquen d'an 12 a viz Kerzu 1828. Vikel parrez Sant-Salver Roazhon da gentañ-penn, chanoni iliz-veur Sant-Pêr Roazhon da-c'houde (1834), vikel vras en Orléans (Loiret a-vremañ) diwezhatoc'h (Here 1840), eskob Metz (an 99vet) e oa pa oa bet kollet Elzas hag un tamm eus Loren gant Bro-C'hall war-lerc'h faezhidigezh ar vro-se e Brezel 1870-1871.
Dre ma ne blije ket politikerezh Napoleon III dezhañ tamm ebet en devoa nac'het degemer al Lejion a enor digantañ. Goude an drevadenn alaman e nac'has mont kuit eus Metz ha chom a reas youlek-mat ouzh an alouberien. O vezañ ma oa mil vrudet e oa bet dilennet da gannad er Reichstag (Breujoù an Impalaeriezh alaman) e 1874. Ur wech hepken en devoa kemeret perzh kement ha diskouez splann e oa ali gant Elzasiz a felle dezhe chom gall.
Aet e oa da Anaon d'an 18 a viz Eost 1886 e Metz (Moselle a-vremañ) ha douaret e oa bet en iliz-veur ar gêr-se. Roet eo bet e anv d'ur straed e Roazhon.