Patrom:PorchedRevelezh/Kudennoù termenadurezh

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Termenoù pennañ[kemmañ ar vammenn]

Reizh pe rev[kemmañ ar vammenn]

Sellit ouzh ar pennadpennañ-mañ Ret eo ober un difor'ch etre ar reizh hag ar rev evit kaozeal en un doare resis ha skiantel diwar-benn ar revelezh denel:

  • Reizh: ur fed biologel o tennañ d'an organoù genel dresit-holl pa vez ganet unan bennak
  • Rev: an efedoù sokial ma ren an dud hervez o reizh c'henel

Heñvelreizh- pe Heñvelrev-[kemmañ ar vammenn]

Moton27.gif

Sellit ouzh ar pennadpennañ-mañ

-ouriezh, -egezh pe -elezh[kemmañ ar vammenn]

  • -elezh: stadoù-den revel pe personel, kentoc'h evit:

Tuadur pe identelezh[kemmañ ar vammenn]

* Tuadur reizhel: tennañ a ra d'an dud ma telc'her darempredoù reizhel gante. Peuliesañ e klot ggant ar revelezh, met n'eus dre ret liamm eeun ebet kenetreze

* Stadoù-den ("identelezhioù") revel: tennañ a reont d'an doareoù ma vez dibabet gant hini pe hini en em anaout pe en em deskrivañ hervez e/he revelezh. Peurliesañ e vez great an diforc'h etre teir revelezh pennañ diazezet gant rev an dud m'en en sant an neb sachet war e du (d.l.e. arallrevelezh, divrevelezh hag heñvelrevelezh). Stadoù-den all ez eus, avat, ha n'o deus netra da welet gant an tuadur reizhel pe c'hoazh a savont a-enep d'an doare ma vez rannet ar revelezh gant ar gevredigezh hervez ar reizh hag ar darempredoù reizhel, d.s. an dreuzrevelezh, an hollrevelezh pe ar gizrevelezh.