Patrom:Framm porched ar Formulenn 1/Keleier
Neuz
- D'ar 16 a viz Meurzh 2014 e c'hounez Nico Rosberg (Mercedes) Priz Bras Aostralia 2014 dirak Kevin Magnussen (McLaren-Mercedes) ha Jenson Button (McLaren-Mercedes). Ar pol zo bet graet gant Lewis Hamilton (Mercedes AMG). Daniel Ricciardo (Red Bull-Renault) a oa erruet eil met kastizet eo bet gant ar gomiserien.
- D'ar 6 a viz Meurzh 2014 eo disklêriet e vo Martini pennsponsor Williams evit meur a vloaz, ar skipailh o tont da vezañ Williams Martini Racing.
- D'an 24 a viz Meurzh 2013 e c'hounez Sebastian Vettel (Red Bull-Renault) Priz Bras Malaysia dirak Mark Webber (Red Bull-Renault) ha Lewis Hamilton (Mercedes).
- D'an 17 a viz Meurzh 2013 e c'hounez Kimi Räikkönen (Lotus-Renault) Priz Bras Aostralia dirak Fernando Alonso (Ferrari) ha Sebastian Vettel (Red Bull-Renault).
- D'an 4 a viz Here 2012 a zisklêr Michael Schumacher e yelo war e leve un eil wech goude bezañ erlec'hiet gant Lewis Hamilton e Mercedes.
- D'an 28 a viz Gwengolo 2012 a zo disklêriet e vlenio Lewis Hamilton evit Mercedes AMG adalek 2013 betek 2015, o erlec'hiañ Michael Schumacher. Sergio Pérez a yelo da VcLaren.
- D'an 23 a viz Gwengolo 2012 e c'hounez Sebastian Vettel (Red Bull-Renault) Priz Bras Singapour dirak Jenson Button (McLaren-Mercedes) ha Fernando Alonso (Ferrari).
- D'an 22 a viz Gwengolo 2012 a ra Lewis Hamilton (McLaren-Mercedes) pol Priz Bras Singapour dirak Pastor Maldonado (Williams-Renault) ha Sebastian Vettel (Red Bull-Renault).