Martini & Rossi

Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Martini & Rossi a zo un embregerezh italian a werzh alkool er bed a-bezh. Ober a ra kalz Vermouth dindan an anv Martini, a c'hell bezañ bianco (gwenn) pe rosso (ruz). Produiñ a ra ivez gwin eonennek.
Anavezet eo evit e vruderezh, met dreist holl e bed ar redadeg kirri evit bezañ sponsoret meur a skipailh dindan an anv Martini Racing, eus Brabham adanvet Martini Racing just a-walc'h, betek Williams adanvet Williams Martini Racing. Sponsoret eo bet gantañ ivez ar Scuderia Ferrari etre 2006 ha 2008.