Patrom:Degemer/Keleier
Neuz
Gwelet ivez Keleier ar vro.

- 11 a viz Here : taget eo aerborzh ar Roue Khalid e Riyadh gant an Houthied, lazhet ez eus 12 den ha gloazet un 300 bennak.
- 10 a viz Here : da Navanethem Pillay, eus Suafrika, eo roet Priz Nobel ar Peoc'h.
- 9 a viz Here : kren-douar e Panama.
- 8 a viz Here : roet eo Priz Nobel al Lennegezh d'ar varzhez kanadian Anne Carson (skeudenn).
- 29 a viz Gwengolo : en em ledañ a ra, e Breizh hag e Bro-C'hall, ar manifestadegoù gant liseidi evit goulenn koñdisionoù studiañ gwelloc'h peurgetket.
- 29 a viz Gwengolo : Fatima Ezzahra El Mansouri zo anvet da gentañ ministr Maroko, goude trec'h he strollad politikel, ar Parti authenticité et modernité, e dilennadeg ar gannaded.
- 25 a viz Gwengolo : marvet eo ar romantour skosat Peter May.
- 25-28 a viz Gwengolo : beaj ar pab Leon XIV e Bro-C'hall. Tremen a ra dre Pariz, Lourdes ha Metz.
- 23 a viz Gwengolo : emsavidi eus meur a strollad e Tigray, Afar hag Amhara a dag arme gouarnamant kreiz Etiopia.
- 16 a viz Gwengolo : Hashim Thaçi, bet kentañ ministr ha prezidant Kosovo, zo kondaonet da 25 bloavezh toull-bac'h evit torfedoù brezel graet pa oa e penn Arme Dieubidigezh Kosovo.
- 14 a viz Gwengolo : en em vodañ a ra kentañ ministred Hanternoz Iwerzhon, Bro-Skos ha Kembre e Kerdiz ha kensinañ a reont ur skrid a embann gwir o broioù d'en em ren o-unan.