Mont d’an endalc’had

Partizaned Bielski

Eus Wikipedia

Partizaned Bielski a oa un aozadur partizaned yuzev a saveteas yuzevien all e-pad an Eil Brezel-bed. Stourm a rejont ivez ouzh an nazied hag ar re a genlaboure ganto e korn-bro Nowogródek (Navahrudak) ha Lida e Polonia (hiziv an deiz e Belarus). Dont a ra anv ar strollad eus hini ar vreudeur Bielski hag a oa e penn ar bagad.

Dont a rejont a-benn da saveteiñ 1 236 yuzev[1]. Ouzhpenn daou vloavezh a dremenas izili ar strollad e koadeier.

Istor ar familh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Milinerien hag ispiserien e oa ar re vBielski[2] e Stankiewicze (Stankievichy) e-kichen Novogrudek (Navahrudak). Da vare penn-kentañ an Eil Brezel-bed e oa e Polonia, met aloubet e voe gant URSS e miz Gwengolo 1939.

Tud ar familh Bielski a gemeras perzh er melestradur savet gant ar gouarnamant nevez aozet gant ar Soviediz[3] ar pezh a lakaas anezho da vezañ gwelet fall gant ar Boloniz a gave dezho e oa URSS un alouber. Da-heul Taol Barbarossa e krogas aloubiñ URSS d'an 22 a viz Even 1941 hag e teuas Nowogródek da vezañ ur ghetto.

Ar pevar breur Bielski : Tuvia Bielski, Alexander Bielski (anavezet ivez gant an anv "Zus"), Asael Bielski hag Aron Bielski a zeuas a-benn da dec'hout war-du ar c'hoadeier tostañ goude ma vije bet lazhet o zud hag izili all eus o familh er ghetto e miz Kerzu 1941. Asambles gant 13 amezeg eus ar ghetto e kroujont ar strollad partizaned e nevezamzer 1942. E-tro 40 ezel a oa er penn-kentañ, ha buan e kreskas ar strollad.

E penn ar strollad e oa Tuvia Bielski ar breur henañ, hag a oa bet kaporal en arme Polonia etre 1927 ha 1929. Dedennet e oa bet gant Emsav sionour ar yaouankiz, ha gwelloc'h e vefe bet dezhañ "saveteiñ ur vaouez yuzev kozh e-lec'h lazhañ dek soudard alaman"[4]. Kas a reas kannaded e getoioù ar c'hontre evit tuta hag o c'has da goadeier Naliboki. Degemer a rejont paotred, maouezed ha bugale ha d'ar muiañ e voe betek 1 236 den er strollad (70% anezho a oa maouezed, bugale ha tud kozh).[1] Ne nac'hjont degemer den ebet.[1] E-tro 150 anezho a gemere perzh en emgannoù armet.[1]

Bevañ a rae izili ar strollad dindan douar pe e bunkerioù. Aozañ a rejont ivez ur gegin, ur veilh, ur varaerezh, ur sal-dour hag ur glinikenn. Sevel a raent saout da gaout laezh. Stalioù-labour a oa ivez ma veze dreset ar botoù, an dilhad, hag an armoù. En holl ouzphenn 125 den a laboure enno. Ur skol dindan douar a oa ivez da zegemer ar vugale. Un toull-bac'h hag ul lez-varn a oa ivez er c'hamp[5]. Hervez lod ne oa ket kevatal an traoù etre ar bartizaned hag annezidi all eus ar c'hamp, ha muntroù ha palforsioù a c'hoarvezas er c'hamp[6].

Stourm a rae partizaned Bielski a-enep an Nazied, hag o c'henlabourerien, evel poliserien eus Belarus a oa emouestlidi, pe c'hoazh a-enep tud o doa trubardet pe lazhet yuzevien. Distruj a rejont ivez. Kinniget e voe 100 000 Reichmark gant an Nazied d'an neb a sikourfe tapout Tuvia Bielski. E 1943 e voe furchet ar c'horn-bro : meur a strollad partizaned a c'houzañvasmet ar re vBielski a zeuas a-benn da dec'hout war-du ul lodenn all eus ar c'hoadeier.

Izili strollad Bielski az ae da breizhañ ha da laerezh (evel ma rae strolladoù partizaned all) boued er c'hêriadennoù tro-war-dro. Ma nac'he ar beizanted reiñ boued dezho e veze skoet ganto, re'zo a voe muntret zoken. Sed perak e voe fall an darempredoù etre ar bartizaned hag ar beizanted. Ul lodenn anezho a sikouras ar bartizaned memestra.[7],[8],[9]

Staget e voe partizaned Bielski ouzh strollad ar sovied Jeneral Platon (Vasily Yefimovich Chernyshev) e koadeier Naliboki. Meur a wech e voe klasket divodañ ar strollad partizaned ha lakaat anezho da vont e strolladoù partizaned rusian. Met chom a reas ar strollad dindan urzhioù Tuvia Bielski.

Partizaned Bielski a sikouras ivez ar Soviediz hag e kemerjont perzh en emgannoù a-enep Poloniz, evel ma c'hoarvezas d'ar 1añ a viz Kerzu 1943.[10]

Rannet e voe strollad ar re vBielski e div unvezh : Ordzhonikidze gant Zus en he fenn, ha Kalinin, gant Tuvia en he fenn. Hervez o dielloù e lazhjont en holl 381 enebour, pe o-unan, pe dre genlabourat gant strolladoù Soviediz[11]. 50 ezel eus ar strollad a voe lazhet.[1]

En hañv 1944 e krogas ar Soviediz da argadiñ e Belarus. D'ar mare-se e teuas an unvez Kalinin (enni 1230 paotr, plac'h ha bugel) er-maez eus ar c'hoadeier hag ez eas war-du Nowogrodek.

Daoust m'o doa sikouret ar Soviediz ez eas buan an darempredoù da fall.[12] Goulennataet e voe ar vreudeur Bielski gant NKVD diwar-benn ar pinvidigezhioù o dije dastumet e-pad ar brezel, ha rebechet e voe ivez dezho n'o doa ket lakaet e pleustr an uhelvennadoù sokialour en o c'hamp.[12] Asael Bielski a voe engouestlet en Arme Ruz hag e varvas e-pad emgann Königsberg e 1945.[12] Ar vreudeur all a zeuas a-benn da dec'hout war-du ar C'hornôg.[12] NKVD a glaskas war-lerc'h Yehuda Bielski, hag a oa kenderv Tuvia, peogwir e oa bet ofiser en arme Polonia a-raok ar brezel. Sikouret e voe gant Tuvia hag e teuas a-benn da vont da Hungaria ha goude-se da Israel[13].

Goude ar brezel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude ar brezel e tistroas Tuvia Bielski da Bolonia hag e 1945 ez eas da Israel. E New York en em stalias Tuvia ha Zus.

E 1951 e tivroas Aron Bielski d'ar Stadoù-Unanet ma voe anvet "Aron Bell". E 1987 e varvas Tuvia hag e voe douaret e Long Island. Bloaz goude, diwar c'houlenn partizaned a oa o chom en Israel, e voe kaset e gorf da Israel hag aozet e obidoù e Har Hamenuchot, e Jeruzalem. E 2001 e vo douaret e wreg anvet Lilka en e gichen. E Florida emañ Aron o chom.

O c'henderv Yehuda Bielski, hag en doa kemeret perzh er strollad partizaned az eas da Israel ma kemeras perzh en Irgun[14].

Torfedoù brezel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tamallet eo bet da izili' zo eus partizaned Bielski (met ket d'ar vreudeur Bielski o-unan) bezañ bet graet torfedoù brezel, evel da skouer lazhadeg Naliboki e 1943, ma voe lazhet 129 den gant partizaned soviet.[15] Testoù hag istorourien' zo a lavar e kemeras izili'zo eus partizaned Bielski perzh el lazhadeg, padal e lavar ar c'hontrol izili eus ar strollad hag istorourien all[16], rak hervezo en em gavas partizaned Bielski war al lec'h mizioù goude an darvoud[17],[15][18]. Istorourien a labour evit IPN o deus embannet n'o doa ket kemeret perzh ar vreudeur Bielski en darvoud.[16]

  1. 1,0 1,1 1,2 1,3 ha1,4 The Bielski Partisans, United States Holocaust Museum, http://www.ushmm.org/wlc/article.php?lang=en&ModuleId=10007563
  2. Defiance: The Bielski Partisans gant Nechama Tec, 1993, Oxford University Press US, ISBN 0195093909
  3. Snyder, Timothy, "Caught Between Hitler & Stalin", The New York Review of Books, Volume 56, Number 7, 30 a viz Ebrel 2009, [1]
  4. Duffy, Peter, The Bielski Brothers. New York: HarperCollins, 2003. ISBN 0-06-621074-7. p.X
  5. Duffy, Peter, The Bielski Brothers. New York: HarperCollins, 2003. ISBN 0-06-621074-7. p.214-217
  6. Piotr Zychowicz, Bielski pomagał Żydom, ale też ich wykorzystywał, Rzeczpospolita, 23 a viz Genver 2009
  7. http://www1.yadvashem.org/odot_pdf/microsoft%20word%20-%205841.pdf Family Camps in the Forest, Shoah Resource Center
  8. A Hollywood Movie About Heroes or Murderers?, Gazeta Wyborcza, 2008-06-16
  9. Piotr Głuchowski, Marcin Kowalski, Wymazany Aron Bell (Aron Bell Erased), Gazeta Wyborcza, 16 a viz Even 2008
  10. The True Story of the Bielski Brothers Prawdziwa historia Bielskich, Gazeta Wyborcza, 2009-01-06
  11. Duffy, Peter, The Bielski Brothers. New York: HarperCollins, 2003. ISBN 0-06-621074-7. p. 281: "Niver a dud meneget e istor Ordzhonikidze (Fond 3618; Opus I; File 23) hag istor Kalinin (Fond 3500; Opus 4; File 272) e dielloù Minsk. Istor Kalinin a gaver ivez e Yad Vashem (M.41/120).
  12. 12,0 12,1 12,2 ha12,3 Piotr Głuchowski, Marcin Kowalski, Wojna polsko-ruska pod bokiem niemieckim, Gazeta Wyborcza, 2009-01-13
  13. https://web.archive.org/web/20110310092322/http://www.jewishpress.com/pageroute.do/37115
  14. http://www.jewishpress.com/content.cfm?contentid=37115
  15. 15,0 ha15,1 Renta-kont polonek enklask IPN a-zivout lazhadeg Naliboki ha torfedoù all
  16. 16,0 ha16,1 Bogdan Musiał, Bielski w puszczy niedomówień, Rzeczpospolita, 31 a viz Genver 2009
  17. Marissa Brostoff, "Polish Investigators Tie Partisans to Massacre," Forward (8/7/08) http://www.forward.com/articles/13935/
  18. National Public Radio : Jewish Brothers' Resistance Inspired'Defiance', http://www.npr.org/templates/story/story.php?storyId=98759355&ft=3&f=searchTerm=The+Great+Escape1045, 28 a viz Kerzu 2008
  19. http://www.rottentomatoes.com/m/10009458-defiance/ Defiance, Rotten Tomatoes
  20. Kamil Tchorek : http://entertainment.timesonline.co.uk/tol/arts_and_entertainment/film/article5420709.ece Country split over whether Daniel Craig is film hero or villain, The Times, 31 a viz Kerzu 2008


Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Duffy, Peter, The Bielski Brothers. New York: HarperCollins, 2003. ISBN 0-06-621074-7.
  • Eckman, Lester and Lazar, Chaim, The Jewish Resistance: The History of the Jewish Partisans in Lithuania and White Russia During the Nazi Occupation 1940–1945. Shengold Publishers, 1977. ISBN 0-88400-050-8.
  • Levine, Allan, Fugitives of the Forest: The Heroic Story of Jewish Resistance and Survival During the Second World War. Stoddart, 1998. Reissued with a new introduction by The Lyons Press, 2008. ISBN 978-1-59921-496-2.
  • Nechama Tec, Defiance: The Bielski Partisans. New York: Oxford University Press, 1993. ISBN 0-19-509390-9.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]